Liorzh ar plijadurezhioù

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Liorzh ar plijadurezhioù zo anv un deirzaolenn (teir zaolenn stok-ha-stok) livet e 1503 gant an Izelvroad Hieronymus Bosch, diwar anv an daolenn zo er c'hreiz. War ziskouez emañ an oberenn e Madrid, e Mirdi ar Prado. Graet eo gant eoul war danvez. Muzuliañ a ra 206 x 386 cm.

En istor an arz n'anavezer ket he far. Kevrinus eo, pinvidik an danvez anezhi, diaes da gompren. Gouzout a reer e klaske an arzour kenteliañ e gempredidi, e oa aes da gompren dezho, hag e plijas kement d'ar roue spagnol Felipe II, ma prenas an daolenn.

Oberenn gent[kemmañ]

War ur patrom damheñvel e oa bet livet un oberenn all:

taolenn an tu kleiz |
taolenn ar c'hreiz |
taolenn an tu dehoù

Kempennadur an deirzaolenn[kemmañ]

Gweledigezh an teir zaolenn pa vez digor ar stalafioù[kemmañ]

taolenn an tu kleiz
taolenn ar c'hreiz
taolenn an tu dehoù

Gweledigezh an div hanterzaolenn livet war ar stalafioù pa vezont serret[kemmañ]

Krouidigezh ar Bed, livet en 1504

A-dreñv an taolennoù ez eus livet ur weledigezh eus ar bed evel ma c'hallfe bezañ gwelet gant ar c'hrouer anezhañ, a zamweler e krec'h o sellout ouzh e oberenn. Emañ ar bed en ur voull dreuzwelus, evel en ur vi prest da ziglorañ.

Munudoù[kemmañ]

Lec'hienn diavaez diwar-benn bed al livour[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.