Pluton

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

PlutonPloudon e brezhoneg[1] —, a zo ul lesanv, a dalv kement ha pinvidigezh, a veze roet da Hades, doue an Ifernioù hag ar re varv e relijion Hellaz kozh, dre ma oa perc'henn war pinvidigezh an douar, ar speriusted, fonnusted an trevadoù; Dis Pater a veze graet anezhañ ivez, ha heñvelekaet e veze ouzh an doue Ploutos.

Romaned[kemmañ]

Gant ar Romaned e teuas da vezañ un doue spontus. Aberzhet e veze dezhañ loened teñval o c'hroc'hen, deñved ha moc'h du, hag en e gonnar e veze fiziet an dud kondaonet d'ar marv.

Gerioù[kemmañ]

Diwar an anv-se eo bet savet ar ger gresianek πλουτοκρατία, en deus roet ar galleg ploutocratie, ar saozneg plutocracy, an alamaneg plutokratie... a zo gouarnamant ar re binvidik.

Gwelet ivez[kemmañ]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ]

  1. Gregor Rostrenenn Dictionnaire françois-celtique ou françois-breton, 1732, p. 733.