Gris

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Arlivioù gris

Al liv gris (distagadur IPA: ['gri:s]) zo ur c'hemmesk gwenn ha du. Hervez ar c'hementad eus an eil hag egile, e vez sklaer pe sklaeroc'h al liv gris. Pa vesker daou liv enebet (glas hag orañjez, pe melen ha limestra) e kaver liv gris ivez.

Skrivañ a reer gris evit an anv-gwan ha griz evit an anv-kadarn, ar griz.

Anvioù all[kemmañ]

Lavarout a reer ivez "louet" evit al liv-se (ur ger keltiek eo "louet" tra m'eo bet amprestet "gris" digant ar galleg), ur ger hag a gaver ivez evel anv-tiegezh.

E brezhoneg e vez graet ivez gant ar ger "glas" (dreist-holl evit ar blev, koulz tud ha loened: «blev glas un den kozh, ur gazeg c'hlas»).



Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.


Livioù | Roll livioù

Gwenn Arc'hant Gris Du
Ruz Orañjez Melen Gwer Cyan Glas Indigo Mouk
Magenta Olivez Rous Turkez Roz