Disheñvelout gwer diouzh glas er yezhoù

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Hervez ar yezhoù e vez disrannet ar spektr gwelus en un doare dishañval. E kalzik eus yezhoù Europa a-vremañ e vez lakaet ar "gwer" da vont eus 520-570 nm, met un toullad all eus yezhoù Europa hag eus lec'h all a ra a-hend-all, ober a reont gant ur ger evit ar rann 450-530 ("glas/gwer") hag unan all evit ar rann 530-590 ("gwer/melen")

E brezhoneg e vez graet gant glas, dreist-holl evit livioù traoù an natur, pa ra un toullad brav a yezhoù all gant ur c'hevatal da wer. E meur a yezh all dre ar bed emañ kont evel-se, pe neuze eo dishañval c'hoazh an traoù (lakaet e vez "gwer" da vont gant "melen" da skouer). Hervez ar sevenadur ez eo dreist-holl, ha hervez an amzer.

Melen ha gwer[kemmañ]

Meur a yezh eus Europa a wel an evn-mañ "gwer", evel ar saozneg (Greenfinch), pe ar galleg (Verdier). Ar brezhoneg a wel anezhañ "melen" avat, p'eo anvet Meleneg ganto. E anv skiantel a orin latin (Carduelis) chloris a dalvez "melenwer".


Livioù hengounel Japan[kemmañ]

#5B8930 萌黄 Moegi "Ognon fresk", a vez rummet gant melen
#6B9362 若竹色 Wakatake-iro "Liv bambouz yaouank", a vez rummet gant glas