Kabellig Ruz
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Kabellig Ruz , gant Albert Anker (1883)
Kabellig Ruz, pe Le Petit Chaperon rouge e galleg, a zo ur gontadenn-bobl adskrivet gant Charles Perrault e Bro-C'hall, ha gant Jacob ha Wilhelm Grimm en Alamagn.
E 1697 e voe embannet da gentañ, e-barzh Les Contes de ma Mère l'Oye.
Ur gontadenn-bobl ha dezhi meur a zoare eo. Da gentañ e oa un istor evit bugale, met kaoz ennañ memes tra eus reizh, lazhañ, debriñ tud. Enebet eo dañjer ar c'hoad ouzh surentez ar gêr hag ar gêriadenn, en ur stumm krennamzerel, goude ma n'eus stumm skrivet ebet eus ar Grennamzer.
Roud a gaver eus ar gontadenn e meur a vro eus Europa, ha meur a stumm dezhi, a-raok ar XVIIvet kantved. Gouzout a reer e veze kontet gantar gouerien c'hall adal an XIvet kantved.