Unvaniezh Demokratel Breizh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Unvaniezh Demokratel Breizh
UDB logo 2012.jpg
Mouezh-aotreet Mona Bras
Krouidigezh 4 a viz Genver 1964
Sez Naoned
Kazetenn Pobl Vreizh
Kannaded Paol Molac
Dilennidi er C'huzul rannvroel Naig Ar Gars
Mona Bras
Herri Gourmelen
Kristian Gwioñvarc'h
'
'
'
'
Ideologiezh Emverouriezh
Sokial-demokratelezh
Ekologiezh politikel
Tu-kleiz war-raokour
Kenvreuriadur da live ar Stad C'hall Rannvroioù ha Pobloù Kengred (RPK)
Kenvreuriadur european Emglev Libr Europa (ELE)
Kenvreuriadur etrevroadel Ø
Livioù* Melen
Lec'hienn internet www.udb-bzh.net
gwelet ivez

Politikerezh Breizh
Kuzul Rannvroel Breizh
Strolladoù politikel Breizh

Unvaniezh Demokratel Breizh zo ur strollad politikel breizhat eus an tu kleiz, diazezet e pemp departamant Breizh eta, krouet e 1964, evit tizhout emrenerezh Breizh.

Ur strollad eus an tu kleiz an hini eo. Aet eo war wanaat e radikelezh politikel avat abaoe ar penn-kentañ. Hervez ar pezh a vez embannet gant an UDB e-unan ez-ofisiel ec'h eo diaes goût hag-eñ e kendalc'hont da embann ez int ur strollad broadelour pe kentoc'h rannvroelour.

War o lec'hienn ofisiel e embannont ec'h eo palioù ar strollad e vefe anavezet Breizh gant Bro-C'hall hag Europa (hep resisaat e peseurt mod) ha kaout ur parlamant ul live "emrenerezh ledan" o toujañ da bevennoù istorel Breizh. Ezel eus Emglev Libr Europa an hini eo.

An istor[kemmañ]

Krouet eo bet an UDB e 1964 gant ur strolladig tud yaouank, ur pemzeg bennak, studierien an darn vrasañ diouto. Alies e kemerent perzh en abadennoù a denne d'ar sevenadur breizhat (bagadoù, dañs...), levezonet gant mennozhioù ar sosialisted hag an tu kleiz dre vras. An darn vrasañ a oa er Mouvement pour l'organisation de la Bretagne (MOB) a-raok. An UDB a zo bet krouet goude un disrann er MOB, e-kerzh un emvod e 1964.

E 1962, en doa nac'het ar MOB kondaoniñ an OAS. Mod-se ez ae a-enep d'ar studierien a-du gant an FLN. Kuzul kentañ an UDB a zo bet e Kemper, e miz kerzu 1964, e sal Toull-al-laer, gant 18 den evit kemer-perzh.

UDB a zo bet krouet evit enebiñ d'ar jahinirezh en Aljeria hag en ur lakaat un damheñvelder etre didrevadennerezh ar Maghreb hag hini Breizh.

Karta an UDB krouet e 1964 a lak en a-raok ar fed kaout ur steuñv ekonomikel ha krouiñ ur federasion european. Nevez eo e-kreiz an emsav, rak a-enep an arme hag an trevadennerezh eo an UDB. E 1965 e kemer perzh ar strollad politikel en dilennadegoù kentañ, Yann-Baol Ar Berr gant listenn "unvaniezh an tu kleiz" er Gelveneg a zeu da vezañ eilmaer ar gumun ha dilennad kentañ an UDB.

Ar penn kentañ: 1966-1969[kemmañ]

Ar bloavezioù kentañ a oa diaes evit an UDB. Kreskiñ a rae ar strollad goustadig ha ne'n doa ket peadra da vezañ kreñv. Tostaat a reas neuze d'ar PSU ha d'an FGDS. Padal, adalek 1967, e kreskas niver an izili en-dro, deuet evit al lodenn vrasañ diouto, eus sindikadoù studierien. E dilennadegoù legislatel 1967 an UDB a vo a-du gant Michel Philipponneau ha ginnige da emstriverien an tu kleiz ur "Programme Minimum Démocratique Régional".

An hanter outo o asantiñ ar steuñv mañ. An UDB a gemer karg ivez, evit enebiñ diouzh brezel Viet-Nam ha kondaoniñ a ra, obererezhioù an FLB met en ur c'houlenn start dieubidigezh e stourmerien. E referendom 1969, e c'halv an UDB da votiñ "nann" krouiñ a ra e keit-se gant "Ar Falz" hag ar "JEB" ur c'huzul evit ar Brezhoneg: "Galv".

En UDB e z'eus siwazh tud a n'int ket a-du kenetrezo. Ar renerezh a zo oc'h enebiñ diouzh mennozhioù stourmerien 'zo, tro-dro da Yann-Erwan Guiomar hag Alan Ar Guyader, e vo adalek bremañ ur strollad kleiz pellañ.

Enkadenn 1969[kemmañ]

An dislavarioù diabarzh en UDB a darzh e-kreiz ar c'huzul e 1969.

Alan Ar Guyader a nac'h karta an UDB hag a ginnig mennozhioù disheñvel awenet gant Rosa Luxembourg. Nac'hañ a ra ivez, kondaoniñ aloubadeg soviedel Tchekoslovakia, en ur lakaat un troc'h etrezañ ha renerezh an UDB. Da-heul bec'h ar c'huzul-mañ e oa skarzhet Yann-Erwan Guiomar hag Alan Ar Guyader, d'ar 1 a viz c'hwevrer 1970. Dek ezel all eus strollad Paris-norzh an UDB ha daou eus strollad Bro-Roazhon a oa skarzhet ivez. An izili all, a rank asantiñ da skarzhadenn Y-E. Guiomar hag A. Ar Guyader, mod-all e vint skarzhet d'o zro.

Ronan Leprohon a justifio ar skarzhadennnoù-mañ evel ur redi, rak tamm-ha-tamm e vije bet lakaet an UDB en arvar. Ul lodenn eus an izili skarzhet a reno ur gazetenn, "la Taupe Bretonne", met ne bado ket pell. An darn vrasañ diouto az aio kuit eus ar vuhez politikel.

Diorroiñ: 1970-1978[kemmañ]

Adsavet eo ar strollad politikel e-kerz kendalc'h Gwidel III, eno e asanto an izili ur "darnel demokratel" evit mont war-raok. Ul linenn varksour a vo kemeret ivez gant an UDB d'ar c'houlz-se, en ur c'houlenn start en e garta terriñ ar gapitalouriezh en ur vezañ a-du gant peadra da broduiñ.

D'ar c'houlz-se e resevas ul listenn UDB 11,5% eus mouezhiou an dilennadeg en Alre, gant sikour e gannad Sten Kidna. D'an dilennadegoù er c'humunioù e 1971, e kemer perzh an UDB gant listenn "unvaniezh an tu kleiz", nemet e Brest e lec'h ma tapas an UDB 4,8% eus ar mouezhiou. An niver a izili- 273 e 1971- a gresk tamm-ha-tamm er bloavezhiou 70, dreist-holl peogwir e kemer perzh an UDB e meur a stourm sokial, evel labouradeg ar "Joint Français" e Sant-Brieg.

E dilennadegou legislatel e 1973, e vez 5 kannad o gounid etre 0.8% ha 3.2% a mouezhiou daoust da berzh an SAV. An hini plaset ar wellañ Erwan Evenou, a ra muioc'h evit 3% e pastell-votiñ Henbont-Ar Faoued, gant ur barr a 14% e Berc'hed. En dilennadegoù-kanton er bloavezh-se e teuas UDB a-benn da gaout 4.5% eus ar mouezhiou. En Oriant dreist-holl e tapas 6.8%.

E 1974 e voe dilennadeg prezidant ar republik, kemer a reas perzh an UDB er c'houlzad prezidantel. Diouzh tu François Mitterrand e oa ar strollad d'ar poent mañ.

E 1976 e voe dilennadegou dre c'hanton, kinnig a reas an UDB 9 c'hannad. Dont a rejont a-benn da gaout ur geidenn a 5,27% eus ar mouezhiou. Kresket eo ivez an niver a izili 600 emaint bremañ.

En dilennadegou kêr, e 1977, gant sikour listenn "unvaniezh an tu kleiz" 35 kannad a vo dilennet e Breizh. D'ar memes koulz e voe digoret ar skol Diwan kentañ, gant sikour Reun L'hostis, ezel eus ar burev politikel. Gant an degouezhad-mañ e vo izili a-enep d'ar renerezh, dreist-holl, sindikalisted skolaer hag a zo boaz da vezañ a-enep ar skolioù prevez.

E 1978, e-kerzh an dilennadegoù legislatel, e kinnig an UDB 17 kannad, gant un arroud a bolarizasion. An dilennadeg-mañ a zo ur c'hwitadenn. Dont a ra an arc'hantaouiñ da vezañ diaes hag an dislavarioù a teu war-c'horre en-dro.

Enkadenn 1974[kemmañ]

Un enkadenn nevez a vez e miz Ebrel 1974. Liammet eo gant ar fed nac'hañ ar galv da votiñ evit kannad an tu kleiz e-kerzh an dilennadegoù prezidantel.

Lod eus izili an UDB, izili ar strollad komunour marksour-leninour "Sklerijenn", "yaouankiz araokour Breizh" ha kevrenn Felger an UDB a c'halv an dud , miret a votiñ evit François Mitterrand. Goude-se meur a ezel a oa skarzhet diouzh ar strollad politikel, goude bezañ roet o dilez e miz Ebrel.

1978-1984[kemmañ]

Ar c'hwitadenn en dilennadegoù legislativ hag an troc'h gant "unvaniezh an tu kleiz", a bouez war dazont an UDB. Ne gresk ket an niver a izili ken, er strollad.

Santet e vez bremañ un divobilizañ e-touez an elektourien. An UDB a lak war wel neuze, ur strategiezh emrener dindan anv "ar Blok araokour breizhat", evit kevreiñ gant un tu kleiz a-du gant ar rannvroelouriezh.

Met ar raktres mañ a-seblant diaes, rak ar vuhez politikel e Breizh a zo merket mat gant ar PS (parti socialiste). An UDB a gondaone ivez taolioù feulz an FLB, er c'hontrol d'ar strolladoù all. Ar mennozh-mañ a lakaio meur a zen yaouank da kuitaat an UDB, evit ur strollad politikel all eus an tu kleiz, Emgann, e 1980. Ul lodenn eus an energiezhioù stourmerien a vo gouestlet da sikour al labour sevenadurel ho kreskiñ, evel Diwan da skouer.

Trec'h ar PS e 1981, a lakaio an demobilizasion da greskiñ. Memes ma vez pronet gant an UDB an digreizennadur, dilez kreizenn plogoñv, dilamidigezh ar boan a varv, kement ha m'en d'eus pouez ar PS e breizh e vez lakaet an UDB en arvar ha daoust hag eñ e chom talvoudus an UDB e Breizh ? Evel-henn ez a lod eus an izili war-zu ar PS, evel Ronan Ar Prohon. An UDB ne oar mui penaos mont war-raok.

E kendalc'h Naoned eo krouet ul lignez a-du gant ar "blok araokour", dont a ra Herri Gourmelen degemenour an UDB. A-dreñv d'ar c'hudennoù strategiezh politikel e vez ivez, kudennoù arc'hant. Gwerzh ar gelaouenn "Pobl Breizh" a ya war zigrek, en arvar e seblant ar gazetenn.

Enkadenn 1984: disrann Bro-Leon[kemmañ]

E 1984, e kendalc'h an Oriant, unan eus rannoù Bro-Leon, a grou ul lusk nevez, evit keveziñ gant an UDB. Anvet e vo "Frankiz Breizh" ha kavet e vez ul lodenn vat dioute e Brest ha tro-war-dro. Dilennadeg ar burev a zalc'h un hanter-kant bennak hepken, ha meur a izili a yelo kuit eus an UDB, rak aet int skuizh gant ar chikan diabarzh.

1984-2001[kemmañ]

Goude ma vije aet kuit ul lodenn eus izili Brest, en em adsevel a ra an UDB en ur dostaad d'an Emglev Libr Europa, hag a stroll ur bemzek strollad politikel rannvroelour. Daoust d'an diaesterioù arc'hant, e kinnig an UDB un tregont ezel bennak en dilennadegoù dre ganton e 1985, dont a ra a-benn da gaout 4.2% eus ar mouezhioù. An disoc'h e Brest a ya evel-just war zigresk.

An dilennadegoù rannvroel e 1986, merket gant ur bipolarizadur greñv, a zo ur c'hwitadenn evit an UDB 1.51% eus ar mouezhioù. Ar strategiezh politikel en em zreiñ neuze, war-zu Europa.

Meur a zarempred a vez gant Plaid Cymru hag e 1987 e kemer perzh an UDB en Emglev Libr Europa. Aozañ a ra ivez ur vodadeg vreizhat enepfaskour hag enepgouenelour gant Ar Re C'hlas, ar PSU, Emgann, an FGA, Ar Falz, Skol an Emsav, le MRAP hag SOS rascisme evit enebiñ diouzh krek ar "Front National".

E 1988, An UDB a souten Pierre Juquin en dro gentañ ha François Mitterrand evit an eil tro, evel-se e vo kreñvaet ho stad politikel en dilennadegoù kêr, ar bloavezh war-lerc'h. Kreskiñ a ra en-dro niver an izili en UDB.

D'an 29 a viz Du 1990 peogwir e oa stourmerien eus Bro-Euskadi, lavaret eus an ETA, deuet da Vreizh, eo bet arrested en e di, ur stourmer eus an UDB, Jean Groix. Eñ a zo bet ivez emelet d'un afer krizh (skrapadenn ha lazadeg ur plac'hig Natacha Danais), Jean Groix a oa un amezeg. En em lazhañ a ra Jean Groix en toull-bac'h hag eñ digablus en afer ar plac'hig.

E 1992, goude c'hwitadenn an emglev gant ar Re C'hlas, an UDB a ginnig ul listenn emrenn gant Emgann (a zaio kuit goude un dizemglev war an dibaboù), hag ar "POBL". Met dipitus e chom an disoc'hoù (2%, hag e kresk an disfiz evit an aliañsoù ho tont. An darempredoù gant ar "POBL" a zaio war gwazaat rak tamm-ha-tamm e teu vezañ ar strollad mañ eus an tu dehou.

Evit an dilenndegoù kannad e miz Meurzh 1993 e vo un emglev nevez gant Ar Re C'hlas hag an AREV, an disoc'hoù a z'aio eus 1.3% betek 7.4% hervez al lec'hioù. E kongres Sant-Brieg, e 1994, en em dostaat a ra an UDB d'eus Frankiz Breizh, ho mennozhioù politikel n'int bet morse kontroll. An daou strollad oc'h en em ginnig e miz du, da grouidigezh ur federasioun: "Federations Régions et Peuples solidaires. Kemer a raio perzh ivez ar strolladoù politikel okitaneg: 'l'union du peuple Corse" ha "Eusko Alkartasuna".

Kinnig a ra e dilennadegoù kannad 1997, 22 ezel, an disoc'h a vo d'eus 2.05%. E 1998 e stag an UDB un aliañs gant ar PS met boud e chom an traoù, hag e kinnig an UDB ul listenn emrenn. An disoc'hoù a vo eus 3.04%, memes gant listennoù rannvroel all.

D'an 10 a viz Eost 1999, un tan-gwall youlek a dag ur stand, hini "les Presses populaires de Bretagne", e-pad festival etrekeltiek en Oriant. Tro 7e abardaez e kreiz ur maread tud, pevar den kuzhet o fenn, o deus taolet alkol ha lakaet da zeviñ ar stand dalc'het gant daou ezel eus an UDB. Anavezet eo bet ar pevar den ha kondaonet int bet gant al Lez-varn en Oriant d'ar 1 a viz Here 2001.

E miz Even 2000, ur pennad-skrid tennet er "Bobl Breizh" a zispleg un tammig " afer Kever" ha perak eo bet tamallet Gaël Roblin, rener Emgann lakaet kablus en afer mañ. Digablus e vo benn ar fin Gael Roblin. Dre mouezh Christian Guyonvarc'h, an UDB a ziskler eo lakaet en arvar ar goulakadennoù digablusted war ar stourmerien dizalc'her, dreist-holl evit an aferioù da heul: "attentats Bretagne 1993-2000", "afer Kever" hag "afer Plevin".

An UDB a zo ivez a-enep d'ar bac'hadennoù da c'hortoz, ar bac'hadennoù e Pariz ha tro-war-dro hag ur mank a aked yec'hed lakaet e-pleustr war Alan Solé, Paskal Laizé ha Gérard Bernard, stourmerien dizalc'her bac'het.

2001-2010: dilennidi UDB e Kuzul rannvro Breizh[kemmañ]

Goude 2001, e santer ur c'hresk a izili e diabarzh an UDB hag disoc'hoù gwelloc'h e-kerzh an dilennadegoù. En dilennadegoù kêr 2001, e tibab an UDB kemer perzh gant "unvaniezh an tu kleiz" nemet e Sarzhav, Gwengamp, Redon, Lannuon ha Sant-Nazer. An disoc'hoù a vo eus 6.02% e Sant-Nazer betek 13.7% e Gwengamp. Kemer a ra perzh ar strollad politikelwar listenn Christian Troadec, dilennet maer e Karaez. Ar berzh-mañ a lak an UDB da soñjal en ul listenn dizalc'h renet gant Christian Troadec evit dilennadegoù ar rannvro e 2004. '

Benn ar fin e vo digoret ivez al listenn gant Ar Re C'hlas. Met an UDB a chom kreñv. An emglevioù a teu buan etre an izili a-du int kennetrezo evit al listenn-mañ. An UDB a stag gant un drederenn eus ar plasoù hag unan e-penn al listenn. An dilennadegoù o unan, o deus bet berzh e Breizh gant 10% a vouezhioù. Tri den a vo anvet en anv an UDB.

Evit referendum miz Mae 2005, o deus lod eus an izili votet "nann", a-enep d'ar c'hinnig ar muianiver en UDB hag a c'halve da votiñ "ya" evit ar vonreizh european.

Evit an dilennadegoù prezidantel e 2007, en deus galvet an UDB da votiñ Voynet. Met pell e chom Dominique Voynet, memes e Breizh, eus disoc'hoù Noël Mamère pemp bloaz a-raok. Kinniget o deus ivez 16 danvez-kannad evit an dilennadegoù kannad, tapet o deus 4,5 % d'ar muiañ e Gwengamp. Skoazellet o deus ivez Christian Troadec e Penn-ar-Bed ha Nelly Fruchard er Morbihan. E miz Kerzu 2007 e teu Frankiz Breizh en UDB, echu eo gant 23 bloaz a enebadur.[1].

Evit an dilennadegoù kanton e Meurzh 2008, daou eus an danvez-kannad o deus bet a-us da 10 %, enno Richard Gironnay gant 18,49% e Kanton Ploue

E 2009 e oa an UDB war listennoù Europe Écologie kaset gant Yannick Jadot evit an dilennadegoù european e pastell-vro ar C'hornôg.

D'ar 26 a viz Gwengolo, e Pondi, o deus dibabet izili an UDB mont gant Europe Écologie evit sevel ul listenn a-gevret evit an dilennadegoù rannvro (ar c'hinnig-se a zo bet dibabet gant 57 % eus ar voterien). Ar palioù a oa, evit an dilennadeg-se, e chomfe rannvro Breizh a gleiz, lakaat war-wel al liamm a zo etre emrenerezh hag ekologiezh, ha kaout ur plas bras a-walc'h er vodadenn nevez. Gant al listenn Europa Ekologiezh Breizh, kaset gant Guy Hascoët, ez eus bet rastellet 12,21% eus ar mouezhioù d'ar c'hentañ tro. En abeg un dizemglev etrzo ha listenn Jean-Yves Le Drian e tibabas Europa Ekologiezh Breizh mont e unan en eil tro, a-enep d'emañ ziwezhañ ha da listenn Bernadette Malgorn (tu dehou). Dastumm a reont 17,37% eus ar mouezhioù, da lavaret eo 11 sez er rannvro (kement hag a-raok), en o zouez 4 evit an UDB.

Aozadur[kemmañ]

An UDB a zo aozet e rannoù disheñvel, dasparzhet e 7 kevread: Penn-ar-Bed, Bro Dreger-Goelo, ar Morbihan, Rañs-Pentievr, il-ha-Gwilen, al Liger-atlantel hag Divroerezh. Renet eo ar strollad, gant ur burev politikel ennañ 14 ezel dilennet bep daou vloaz ha gant 14 dileuriad kevredel.

Ar federasionoù a zilenn ur burev kevread, eno un den kirieg, un eil dileuriad, ur sekretour, un teñzorer, un dileuriad evit ar darempred, hag unan all evit an aferioù diavaez. An den kirieg hag an eil dileuriad a rank bezañ ivez er burev politikel.

Dilennadegoù[kemmañ]

Unan eus renerien an UDB eo Kristian Gwioñvarc'h. Anavezet eo evit e stourm a-enep d'ar Stad gouennelour ha d'an apartheid e Suafrika. Kuzulier rannvroel eo abaoe 2004, bet eo abaoe pell eilmaer en Oriant.

E dilennadegoù rannvroel 2004, an UDB a genlabouras gant Ar Re C'hlas evit an dro gentañ ha gant an tu kleiz a-bezh evit an eil tro. Evel-se ez eus bet tri den dilennet e Kuzul Rannvro Breizh.

Karta "Ya d’ar brezhoneg"[kemmañ]

D'an 11 a viz Kerzu 2009 eo bet sinet ar Garta Ya d’ar brezhoneg etre Unvaniezh Demokratel Breizh hag Ofis ar Brezhoneg. Divizet eo bet gant UDB sinañ evit klask seveniñ 24 obererezh e brezhoneg.


Notennoù ha daveiñ[kemmañ]

  1. Les Bonnets rouges, p. 1, numéro 29, mars 2008

Stagadennoù[kemmañ]

Levrlennadur[kemmañ]

  • Mein Harz, revue de formation théorique de l’Union démocratique bretonne, Brest. 1976.
  • (fr) Jean-Jacques Monnier, Histoire de l'Union démocratique bretonne, 1998

Hag an dastumadeg Le Peuple breton / Pobl Vreizh, ar gazetenn an UDB abaoe 1964 (niverenn 576 e miz Genver 2012).

Gwelet ivez[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]


Strolladoù politikel e Breizh
Dileuridi e Parlamant Europa (3 diwar 732):

Strollad Sokialour (PS) (SSE, 2) · Unvaniezh evit ul Luskad Poblel (UMP) (SPE, 1)

Dileuridi e Kambr ar gannaded (36 diwar 577) :

Strollad Sokialour (PS) (19) · Ar Re C'hlas (1) · MoDem (1) · Kreiz Nevez (NC) (1) · Unvaniezh evit ul Luskad Poblel (UMP) (14)

Dileuridi er Sened (18 diwar 331):

Strollad Komunour Gall (PCF) (1) · Luskad Republikan ha Keodedour (MRC) (1) · Strollad Sokialour (PS) (6) · Unvaniezh evit an Demokratelezh C'hall (UDF) (3) | Unvaniezh evit ul Luskad Poblel (UMP) (7)

Dileuridi e Kuzul Rannvroel Breizh (83):

Strollad Komunour Gall (PCF) (6) · Unvaniezh Demokratel Breizh (UDB) (4) · Europe Écologie (Ar Re C'hlas (7) · Strollad Sokialour (PS) (40) · Bretagne Écologie (6) · Unvaniezh evit ul Luskad Poblel (UMP) (19) · Nouveau Centre (1)

Dileuridi breizhat e Kuzul Rannvroel Broioù al Liger (35 diwar 93)

Strollad Komunour Gall (PCF) (3) · Europe Écologie (Ar Re C'hlas (8) · Strollad Sokialour (PS) (13+1) · Unvaniezh evit ul Luskad Poblel (UMP) (6+4)

Dileuridi er c'huzulioù meur breizhat (258):

Strollad Komunour Gall (PCF) (8) · Strollad Sokialour (PS) (121) · Strollad Radikal an Tu-kleiz (PRG) (3) · A-bep seurt, tu-kleiz (21) · Unvaniezh evit an Demokratelezh C'hall (UDF) (21) · Unvaniezh evit ul Luskad Poblel (UMP) (37) · A-bep seurt, tu-dehou (43) · Hep liv politikel (5)

Strolladoù broadelour breizhat:

CBIL · Emgann · Unvaniezh Demokratel Breizh (UDB) · Frankiz Breizh (Steuziet) · Strollad Breizh · POBL · Adsav

Strolladoù bihan all a vez kavet e Breizh:

Anarkour : Kevredad Anarkour (FA) · Alternativenn diveliour (AL) · Tu-kleiz pellañ : Kevredad Komunour Dispac'helour (LCR) · Stourm Micherour (LO) · Strollad al Labourerien (PT) · Ekologour : Cap 21 · Luskad ekologour dizalc'h (MEI) · Remziad ekologiezh · An Alternatived · Tu-dehou pellañ : Luskad Evit Frañs (MPF) · Talbenn Broadel (FN) · A bep seurt : Chase, Pesketa, Natur hag Hengounioù (CPNT)