Ar Gelveneg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
At-work.jpg Labour ’zo d’ober c’hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc’h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec’h reiñ hoc’h ali ha netra ken, grit ’ta e pajenn ar gaozeadenn.
Kumunioù Breizh
Ar Gelveneg
Departamant Penn-ar-Bed
Bro hengounel Kerne - Bro Vigoudenn
Arondisamant Arondisamant Kemper
Etrekumuniezh Kumuniezh-kumunioù Su ar Vro Vigouden
Bro 'Voynet'
Pastell-vro votiñ
Kanton kanton ar Gelveneg
(penngêr)
Kod INSEE 29072
Kod post 29730
Maer
Amzer gefridi
Hélène Tanguy
2001-2014
Gorread 246 ha = 2,46 km²
Hed ha led 47.78°, -4.27°
Uhelder keitat : m
bihanañ : m
brasañ : m
Poblañs hep kontoù doubl 3 033
(2006)
Stankter 1 232,9 ann./km²

Ar Gelveneg a zo ur gumun eus Bro Vigoudenn ha penngêr kanton ar Gelveneg, e departamant Penn-ar-Bed, e Mervent Breizh.

Ar porzh-pesketa.

Taolenn

[kemmañ] Istor

Krouet eo bet ar c'humun er bloavezh 1880, ha chomet eo ar c'huzul-ker war an tu kleiz beteg 1995. Da gentañ ar strollad "radical" a zo bet e penn etre 1880 ha 1935, war-lerc'h eo deuet ar C'homunisted beteg ar bloavezh 1977, goude-se ar PS a zo bet dilennet, a chomet eo e penn beteg ar bloavezh 1995. Evel-just etre an hañv 1940 hag hini 1944 eo bet aloubet ar geriadenn gant an Allamaned, setu eo bet lakaet er prantad-se ur maer keveler e penn.

An traoù-se a ziskouezh splann, pa ne oa er prantad-se tost nemet Brezhonegerien er Gelveneg beteg an eil brezel bed, ne oa ket ar re-mañ a-enep ar Répulik, met Républikaned kendrec'het ha kalonek, daoust d'ar gaou graet d'ho yezh gant Jakobined dall Paris, dallet gant menozhioù kaer hag a oa ivez re ar Gelvenegerienn! Koulskoude a veze graet "Plouked" pe "chouaned" outo, gant pennoù bras pe bihan diskennet eus Paris gant o bragoù berr ha menozioù ken berr all. Souezhet e vezer pa weler pegement a sotonioù pa n'eo ket torfedoù a veze graet a-hed an Istor gant tud gant menozioù kaer!

Ha ne oa ket anat bezañ Républikan e 1880, rak divizet e oa bet adsevel ar Républik er bloavezh 1875 diwar-benn ur vouezh hepken! An tu dehou ne oa ket a-du evit ar Républik d'ar mare-se, setu ma ne vefe ket bet anezhi ma vefe aet an trec'h gantañ. Setu trugarez d'ar Vrezhonerien kozh, difennerienn gwirion hag hael ar Frankiz, an Ingalded hag ar Breudeuriezh, ha ne zellezent ket ar c'homzoù kriz ha divalav a goueze warno eus genouioù diouiziek ha rok pennoù bras ar galloud.

Anat eo, e 1995 oa deuet an tu dehoù da vezañ républikan ivez, rak cheñchet o deus o menozioù dreist-holl war-lerc'h an eil brezel bed.

[kemmañ] Monumantoù ha traoù heverk

Maner kergozh; porzh-mor;mirdi ar peskerezh. beg Men-Meur; an aod-wenn;tachenn-kamping; Goudor ar Vartoloded; CLC:(Centre des Loisirs et de la Culture);Kreizenn Multimedia

[kemmañ] Bez ar C'hommonwealth e bered ar gumun

Bro Niver a soudarded
Flag of the United Kingdom.svg Rouantelezh-Unanet 1 (Aerlu)
Hollad 1

Karrnijour e oa. Mervel a reas e miz Gouere 1918, e-pad ar Brezel-bed kentañ [1]

[kemmañ] Douaroniezh

[kemmañ] Emdroadur ar boblañs

Niver a annezidi

[kemmañ] Brezhoneg

D'ar 4 a viz C'hwevrer 2006 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.

[kemmañ] Melestradurezh

[kemmañ] Tud

[kemmañ] Gevelliñ

[kemmañ] Liammoù diavaez

[kemmañ] Dave ha notennoù

  1. Commonwealth War Graves Commission
Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all