Lannarstêr
Eus Wikipedia
| Labour ’zo d’ober c’hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc’h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec’h reiñ hoc’h ali ha netra ken, grit ’ta e pajenn ar gaozeadenn. |
| Kumunioù Breizh | |
|---|---|
| Lannarstêr | |
| Departamant | Mor-Bihan |
| Bro hengounel | Bro-Gwened |
| Arondisamant | Arondisamant An Oriant |
| Etrekumuniezh | Kab an Oriant tolpad-kêrioù |
| Bro 'Voynet' | Bro An Oriant |
| Pastell-vro votiñ | |
| Kanton | Pennlec'h Kanton Lannarstêr |
| Kod INSEE | 56098 |
| Kod post | 56660 |
| Maer Amzer gefridi |
Thérèse Thiéry 2008-2014 |
| Gorread | 1 837 ha = 18 37 km² |
| Hed ha led | 47° 45' 53" Norzh, 03° 30' 32" Kornôg |
| Uhelder | keitat : 5 m bihanañ : 0 m brasañ : 51 m |
| Poblañs hep kontoù doubl | 21 758 (2008) |
| Stankter | 1184 |
Lannarstêr a zo ur gumun eus Breizh e kanton Lannarstêr e departamant ar Mor-Bihan e Breizh. Pennlec'h ha kumun nemeti Kanton Lannarstêr eo.
Taolenn |
[kemmañ] Istor
[kemmañ] XXvet kantved
1909: tapet e voe ul lodenn eus tiriegezh kumun Kaodan evit krouiñ kumun Lannarstêr.
- Lazhet e voe 25 den nann-soudard gant tarzhadenn ha tangwall ar 25 a viz Even 1940 dre ma oa bet entanet stokoù mazout ar Morlu gall d'an 18 a viz Even 1940 evit miret ouzh an Alamaned kemer anezhe.
|
Ar c'harr-nij Bristol Beaufort Mark I, L4474 MW-E 217 kaset d'ar strad p'edo gant ar 217vet Skwadrenn RAF (Royal Air Force- Aerlu ar Rouantelezh-Unanet)St Eval o tagañ An Oriant d'an 20 a viz Kerzu 1940
|
- Kirri-nij eus ar Royal Air Force (aerlu ar Rouantelezh-Unanet) aet d'ar strad:
- miz Kerzu 1940: div nijerez a gouezhas e Lannarstêr, ur Beaufort I marilhet L4474 ha kodet MW-E, gant pevar nijour en he bourzh (lazhet e voent holl, douaret int bet e bered ar gumun), d'an 20, hag un Hampden I marilhet X3141 ha kodet VN-? d'an 28, gant pevar nijour en he bourzh ivez; tri anezhe a voe lazhet, unan all, ur C'hanadian, a zeuas a-benn da achap, met devet-grevus e oa bet, hag ar vaouez hag en-doa kuzhet anezhañ a rankas e reiñ d'an Alamaned dre hanterourizh ar Groaz-Ruz, douaret int bet e bered ar gumun; 2 000 a dud a zeuas d'o obidoù;
- miz C'hwevrer 1943: d'ar 7 e kouezhas ur c'harr-nij arall eus ar Royal Air Force er gumun, un Halifax marilhet DT701 ha kodet NP-T, mervel a reas e seizh nijour, douaret e voent e Gwidel
[1].
- Savet e voe un diazlec'h listri-spluj d'an Alamaned e Lannarstêr.
- Miz Eost 1944: c'hwec'h den nann-soudard eus Kervieg e Kaodan (daou baotr 14 vloaz en o mesk) a voe fuzuilhet e Manebos e Lannarstêr gant an Alamaned d'an 9, tamallet oute bout henchet an tankoù SUAat en tachennoù minet; pemp milour alaman a voe barnet da varv abalamour d'an torfed-mañ, fuzuilhet e voent e miz Ebrel 1946 e Koedlogon; tri den nann-soudard, Joseph Le Saëc hag e zaou vab, Joseph hag Yves, eus Kerroc'h en Henbont a voe fuzuilhet tro 3 eur goude merenn d'an 9 e Kamp Sant-Udeg ivez [2]; eizh den nann-soudard eus Lannarstêr a voe fuzuilhet gant an Alamaned d'an 26 [3].
[kemmañ] Brezhoneg
[kemmañ] Ya d'ar brezhoneg
- D’an 13 a viz Gouere 2006 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
- D'ar 26 a viz Meurzh 2010 e oa bet roet d'ar gumun al label Ya d'ar brezhoneg live 1.
[kemmañ] Deskadurezh
- Klasoù divyezhek a zo eno abaoe 1988.
- E distro-skol 2009 e oa enskrivet er c'hlasoù divyezhek 5,8% eus bugale ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez [4].
- E distro-skol 2010 e oa enskrivet 159 skoliad er c'hlasoù divyezhek (5% eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez) [5].
[kemmañ] Deskadurezh
[kemmañ] Deskadurezh-stad
- Skolioù-mamm
- Kentañ-derez
- Skolajoù:
- Skolaj Jean Lurçat
- Skolaj Henri Wallon, un hentenn divyezhek ennañ
- Lise Jean Macé, un hentenn divyezhek ennañ
[kemmañ] Monumantoù ha traoù heverk
[kemmañ] An tiez-kêr
[kemmañ] Bezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumun (Ar C'harrbont, e kreiz-kêr)
| Bro | Niver a soudarded |
|---|---|
| 7 | |
| Hollad | 7 |
Karrnijourion e oant holl. Marvet int e miz Kerzu 1940, e-pad an Eil Brezel Bed: pevar anezhe d'an 20 , an tri arall d'an 28, pa yeas o c'harr-nij d'ar strad [6] [7].
[kemmañ] Savadurioù relijiel katolik
-
Chapel Sant Wenael
[kemmañ] Douaroniezh
[kemmañ] Armerzh
[kemmañ] Labour-douar ha sevel-loened
- Chom a ra atantoù e Reter ar gumun; 12 labourer-douar a oa e Lannarstêr hervez niveradeg an EBSSA e 2007, 18 e oant e 1999 [8].
[kemmañ] Traezh-mor
- Diskarget e vez traezh e Lannarstêr gant kobiri sabr.
[kemmañ] Sevel-bigi
- Ar sevel-bigi, da gentañ evit Kompagnunezh an Indez, hag evit ar Morlu Gall war-lerc'h, a oa hag a zo chomet a-bouez evit displegañ istor hag armerzh Lannarstêr.
[kemmañ] Emdroadur ar boblañs 1911-2007
Niver a annezidi
[9]
[kemmañ] Melestradurezh
| Roll maered ar gumun | |||
| Maread | Anv | Strollad | Perzh |
|---|---|---|---|
| 1909-1919 | Jean-Marie Le Halpert | ||
| 1919-1941 | Pierre Rogel | SFIO | |
| 1941-1944 | Eugène Morvan | Anvet gant Gouarnamant Vichy | |
| 1944-1945 | Pierre Rogel | SFIO | |
| 1945-1953 | Robert Boulay | Strollad Komunour Gall | |
| 1953-1996 | Jean Maurice | Strollad Komunour Gall | Kuzulier jeneral Kanton Lannarstêr (1982-1998) |
| 1996-2001 | Jean-Pierre Anfré | Strollad Komunour Gall | |
| 2001-2004 | Jean-Claude Perron | Tu-kleiz, distrollad (Association Lanester Nouvelle Citoyenneté: LNC) | Kuzulier jeneral |
| 2004-2014 | Thérèse Thiéry | Tu-kleiz, distrollad (Association Lanester Nouvelle Citoyenneté: LNC) | Kuzulierez jeneral , 1añ Besprezidantez Kab an Oriant |
[kemmañ] Tud vrudet
- Robert Boulay,
- Roque Carrion, ezel eus ar Rezistañs,
- Albert Le Bail ha Jean-Louis Primas, izili eus ar Rezistañs,
- Émile Marcesche,
- Jean Maurice, maer adalek 1953 betek 1996,
- Roger Penverne, milour er rejimant "Normandie-Niemen".
[kemmañ] Tud bet ganet eno
- Loeiz Herrieu, d'ar 27 a viz Genver 1879.
[kemmañ] Gevelliñ
[kemmañ] Levrlennadurezh (e galleg)
- Léone Beaumes, Lanester au fil de notre histoire, Bretagne Graphique Imprimerie, 1985;
- André et Lucette Leclère, Images et mémoires de Lanester, Édition à compte d’auteur, Lanester, 1999;
- Dominique Le Guidec, Un arsenal et des hommes, collection "Libre expression", Éditions Liv'Éditions, Le Faouët, 1995;
- Yann Lukas , Lanester, histoire d’une ville, Éditions Palantines, Quimper, 1999;
- Mairie de Lanester, Lanester, histoire d’une Libération, Atelier d’Impression Lorientais, Lanester, 1995;
- Jean-Noël Retière, Identités ouvrières : histoire sociale d’un fief ouvrier en Bretagne 1909-1990, Éditions L’Harmattan, Paris, 1995.
- Claude Le Colleter, Lanester, rivages d'histoires et de légendes, Éditions Liv' Editions, 2008.
[kemmañ] Liammoù diavaez
- (fr) Lec'hienn ofisiel ar gumun
- (fr) Jean-Noël Retière, L'acculturation douce, Lanester en Morbihan, 1900-1940, in Terrain, niverenn 11, Mélanges (miz Du 1988).
- (br) Lannarstêr war lec'hienn Geobreizh
[kemmañ] Dave ha notennoù
- ↑ Pertes RAF Morbihan
- ↑ Lanester, histoire d'une Libération, 1995, pajenn 19
- ↑ René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajennoù 308-309
- ↑ Ofis ar Brezhoneg
- ↑ Ofis ar Brezhoneg
- ↑ Crashes and Related Incidents 1940, RAF Davidstow Moor
- ↑ Commonwealth War Graves Commission
- ↑ EBSSA
- ↑ Cassini, EBSSA ha Lanester, histoire d'une Libération, 1995, pajenn 17 (niver an annezidi e miz C'hwevrer 1945)