Abati Sant-Gwenole Landevenneg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Dismantroù an abati kozh

Diazezet eo bet abati Landevenneg er VIvet kantved gant sant Gwenole e Breizh, war lez aber ar stêr Aon (Bro-Gerne - Penn-ar-Bed).
A-raok 818 e heulie menec'h an abati reolenn sant Koulm, a oa reolennoù ar gristeniezh keltiek, hervez un eskob iwerzhonat. Er bloavezh-se e c'houlennas impalaer ar c'hornôg, Loeiz an Deol, ma vije degemeret reolenn sant Benead. Orin anv an abati, Lantowinnoc en henvrezhoneg, a dlefe bezañ deuet eus an henvrezhoneg lann "lec'h nevet" hag eus an anv-den "Win-Walloe".[1]

Gant Sant Gwenael e voe renet an bati war-lerc'h Sant Gwenole.

Lavaret e vez emañ bez ar roue Gradlon en abati kozh, met ur vojenn eo hep mar ; e gwirionez e tle bezañ krentoc'h bez un abad Gradlon bennak en dije bevet eno en Xvet kantved.

Brudet e oa bet an abati evit heberzhded e scriptorium ma veze adskrivet dornskridoù relijiel.

Freuzet hag entanet e voe an abati evit ar wech kentañ e 913 gant un strollad Vikinged, ha ret e voe d'ar venec'h tec'hel kuit gant ar relegoù da abati Montreuil-sur-Mer e norzh Bro C'hall.

Dilezet e o bet an abati a-c'houde an Dispac'h Gall.

Un abati nevez a voe savet e-kichen an hini kozh e 1950, goude un emvod eus ar Bleun Brug, un emsav gristien krouet gant Dom Louis Felix Colliot.[2]

Notennoù[kemmañ]

  1. (fr) Glad
  2. (fr) Abbé Poisson, "Histoire de Bretagne", Coop Breizh, 2000, ISBN 978-2-84346-091-3.

Pennadoù kar[kemmañ]

Liammoù[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.