18 Mezheven
Eus Wikipedia
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
Darvoudoù [kemmañ]
- 1694 : Emgann Kameled : klask a ra un arme saoz hag izelvroat dilestrañ en aod an Traezh Rous.
- 1815 : trec'h luioù ar Rouantelezh-Unanet ha Prusia war hini Bro-C'hall en Emgann Waterloo.
- 1940 :
- Galv an 18 a viz Mezheven, prezegenn dre ar radio saoz (BBC) e Londrez gant Charles de Gaulle evit gervel ar C'hallaoued da genderc'hel gant ar brezel ; dibunet e vo e brezhoneg ivez gant ar Perwenanad Jarl-Vari Guillois d'ar 24 a viz Mezheven.
- da 04e30, ez a an arme alaman e-barzh Roazhon, dre straed Felger.
- 1944 : argadet Strouezh Sant-Marc'hell gant an Alamaned.
- 1946 : krouidigezh Republik Italia.
- 1953 : krouidigezh Republik Ejipt, ar jeneral Naguib en he fenn.
- 1954 : Pierre Mendès-France aet da gentañ ministr Frañs.
- 1979 : Sinet emglev SALT II etre an URSS hag ar Stadoù-Unanet.
- 2011 : manifestadeg 'Breizh o stourm' e straedoù Naoned, evit adunvanidigezh velestradurel Breizh.
Sportoù [kemmañ]
- 2011 : dilennet eo Nouel ar Graet, bet maer Gwengamp ha prezidant War-raok Gwengamp, da brezidant Kevread gall ar vell-droad.
Ganedigezhioù [kemmañ]
- 1294 : Charlez IV (Bro-C'hall), roue Bro-C'hall adalek 1322 betek e varv († 1añ a viz C'hwevrer 1328 e Vincennes (Val-de-Marne a-vremañ)).
- 1942 : Paul McCartney, kaner-sonaozer saoz, ezel eus ar strollad The Beatles.
Marvioù [kemmañ]
- 1464 : Rogier van der Weyden, livour flandrezat (° 1399 pe 1400 e Tournai (Belgia)).
- 1916 : Max Immelmann, nijer alaman (° 21 a viz Gwengolo 1890 e Dresden (Impalaeriezh alaman d'ar mare-se)).
- 1928 : Roald Amundsen, ergerzher (° 16 a viz Gouere 1872 e Borge (Norvegia)).
- 1936 : Maksim Gorki, skrivagner rusek (° 28 a viz Meurzh 1868 e Nijniy Novgorod (Impalaeriezh rusian d'ar mare-se)).
- 1952 : Efim Bogoljubov, mestrc'hoarier echedoù ukrainat (° 14 a viz Ebrel 1889 e Kyiv (Impalaeriezh rusian d'ar mare-se)).
- 1996 : Glenmor, Milig ar Skañv e anv brezhonek, barzh ha kanour, (° 25 a viz Even 1931 e Mêl-Karaez).
- 2001 : René Dumont, saver an ekologiezh politikel e Bro-C'hall (° 13 a viz Meurzh 1904 e Cambrai).
Lidoù [kemmañ]
- Iliz katolik roman
- Sant Leons, soudard merzheriet evit e feiz kristen († 4vet kantved)