Frederick Chiluba

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Frederick Chiluba (30 a viz Ebrel 1943 - 18 a viz Even 2011) a oa ur politikour eus Zambia, bet eil prezidant ar vro etre 1991 ha 2002.

Kemer a reas perzh e krouidigezh ar strollad politikel MDD (Movement for Multiparty Democracy) e 1990. Lakaat a reas e anv e dilennadeg 1991. Gounit a reas gant ouzhpenn 80% eus ar mouezhioù a-enep ar prezidant Kenneth Kaunda. Dont a reas da vezañ eil prezidant Zambia d'ar 1añ a viz Du 1991. Addilennet e voe e 1996. En aner e klaskas cheñch ar Vonreizh evit lakaat e anv un trede gwech e dilennadeg 2001 ha Levy Mwanawasa a gemeras e blas e penn ar Stad d'an 2 a viz Genver 2002.

Goude e brezidantelezh e voe tamallet dezhañ bezañ diheñchet ouzhpenn 40 milion a dollaroù.