9 Mezheven
Eus Wikipedia
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
Darvoudoù [kemmañ]
- 68 : en em lazhañ a ra an impalaer roman Neron.
- 1534 : Jakez Karter eo an Europad kentañ o vageal war ar stêr Sant Laorañs.
- 1675 : kloc'h-galv e Kastellin hag e tregont bourc'h all tro-war-dro. Penn kentañ emsavadeg ar Bonedoù ruz e Breizh-Izel.
- 1934 : Donald Duck a weler evit ar wech kentañ en un dresadenn-vev.
- 1944 : gant an Unaniezh Soviedel eo aloubet Karelia a oa e dalc’h Finland abaoe 1941.
Sportoù [kemmañ]
- 1939 : dilennet eo Londrez gant Poellgor etrebroadel olimpek, bodet e Londrez, evit degemer an XIIIvet C'hoarioù Olimpek hañv e 1944 (ne oant ket bet dalc'het).
Ganedigezhioù [kemmañ]
- 1672 : Pêr Iañ (Rusia), impalaer Rusia († 8 a viz C'hwevrer 1725 e Sant-Petersbourg (Rusia)).
- 1930 :
- Barbara (ganet Monique Andrée Serf), kanerez ha sonaozerez c'hall, († 24 a viz Du 1997 e Neuilly-sur-Seine).
- Jordi Pujol i Soley, politikour katalan.
- 1945 : Luis Ocaña, reder marc'h-houarn eus Spagn († (emlazh) 19 a viz Mae 1994 e Mont-de-Marsan).
- 1951 : Giuliana Fittante, mestrc'hoarierez echedoù italian, Kampionez Italia e 1990 ha 2000.
Marvioù [kemmañ]
- 68 : Neron (bet ganet Lucius Domitius Ahenobarbus), impalaer roman (° 15 a viz Kerzu 37 en Antium (Italia)).
- 1870 : Charles Dickens, skrivagner saoznek (° 7 a viz C'hwevrer 1812 e Portsmouth (Bro-Saoz)).
- 1974 : Miguel Ángel Asturias, skrivagner spagnolek eus Guatemala, tapet gantañ Priz Nobel al lennegezh (° 19 a viz Here 1899 e Ciudad de Guatemala (Guatemala)).
Lidoù [kemmañ]
- er Relijion gatolik :
- Sant Koulm (pe Koulmkell), sant eus Iwerzhon, enoret e Plougouloum.