Donald Duck

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Donald Duck
Donald Duck1.gif
Image caption
Dont war-wel The Wise Little Hen (Silly Symphonies), 1934
Krouet gant Walt Disney ha Dick Lundy
Mouezhiet gant Clarence Nash (1934-1985), Tony Anselmo (1985-bremañ)
Anvioù all Paperinik
Gwreg Daisy Duck
Lesanvioù
Kerent Huey, Dewey ha Louie Duck
Mignoned Mickey Mouse
Kevezer

Unan eus brudetañ tudennoù an tresadennoù-bev ha bannoù-treset krouet gant ar Walt Disney Company eo Donald Duck. Donald Fauntleroy Duck eo e anv en e hed. Krouet e voe e 1934 gant Walt Disney ha Dick Lundy.

Un houad gwenn eo Donald, gwisket alies gant ur roched hag ur boned martolod, ur skoulmig-balafenn met bragoù ebet dindanañ. C'hwerous hag imorus eo e demz, tarzhus zoken, disheñvel-mik diouzh tro-spered jentil ha hegarat Mickey Mouse.

Donald Duck e-barzh Ar yar vihan fur

Dont a reas war-wel evit ar wech kentañ e-barzh The Wise Little Hen (Ar yar vihan fur) d'an 9 a viz Mezheven 1934.

E gerentiezh[kemmañ]

Daisy Duck eo e zousig. Tri niz en deus ivez, anvet Huey, Dewey ha Louie Duck e saozneg ha Riri, Fifi ha Loulou e galleg. Gladstone Gander eo e genderv (Gontran Bonheur e galleg) . Scrooge McDuck (Balthazar Picsou) eo e eontr.

E anv tro ar bed[kemmañ]

Donald Duck eo e anv e saozneg, alamaneg, galleg ha nederlandeg. Stummoù all zo hervez ar broioù koulskoude :

Kalz eus treserien Donald a zo amerikan pe italian.

Filmadurezh[kemmañ]

Tresadennoù-bev[kemmañ]

Roll an tresadennoù-bev gant Donald Duck

Filmoù[kemmañ]

Heuliedennoù skinwel[kemmañ]

C'hoarioù video[kemmañ]


Levrioù diwar e benn[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.

Liammoù diavaez[kemmañ]