2 Mezheven
Eus Wikipedia
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
Darvoudoù [kemmañ]
- 455 : kemeret eo kêr Roma gant ar Vandaled.
- 1946 : dre ur referendom e tiviz an Italianed e teuio Italia da vezañ ur republik ha n’eo ket ken ur rouantelezh. Mont a ra ar roue Umberto II (Savoia) en harlu.
- 1953 : kurunet eo ar rouanez Elesbed II en iliz Abati Westminster e Londrez.
- 1960 : Dekred krouiñ ar rannvroioù melestradurel a gadarna dekred Pétain-Darlan 1941 ha troc'h al Liger-Atlantel diouzh ar peurrest eus Breizh.
- 1966 : erruout a ra an ijinenn gentañ war al Loar, kaset gant an Unaniezh Soviedel.
- 1967 : embannadur Sgt. Pepper's Lonely Hearts Club Band er Stadoù-Unanet, eizhvet albom gant ar strollad The Beatles.
Sportoù [kemmañ]
- 1921 :
- dilennet eo Pariz gant Poellgor etrebroadel olimpek, bodet e Lausanne, evit degemer an VIIIvet C'hoarioù Olimpek hañv e 1924.
- dilennet eo Amsterdam gant Poellgor etrebroadel olimpek, bodet e Lausanne, evit degemer an IXvet C'hoarioù Olimpek hañv e 1928.
- 1973 : aet Kampionad mell-droad Frañs gant Football Kleub Naoned
evit an 3de gwech, José Arribas e c'hourdoner d'an ampoent. - 2012 : aet Kampionad rink hockey Frañs gant Hockey Kleub Dinan Kever evit ar 7vet gwech.
Ganedigezhioù [kemmañ]
- 1740 : Donatien Alphonse François de Sade, skrivagner gall († 2 a viz Kerzu 1814 e Charenton).
- 1835 : Pi X (bet ganet Giuseppe Melchiorre Sarto), 257vet pab († 20 a viz Eost 1914 e Roma).
- 1840 : Thomas Hardy, skrivagner saoznek († 11 a viz Genver 1928 e Dorchester (Bro-Saoz)).
- 1920 : Maurice Quentin, marc'hhouarnour.
- 1863 : Beniamino Vergani, mestrc'hoarier echedoù italian († 15 a viz Gouere 1927).
- 1965 : Paul Truong, mestrc'hoarier echedoù vietnamat.
- 1971 : Philippe Brinquin, melldroadour breizhat.
- 1974 : Gata Kamski, mestrc'hoarier echedoù tatar soviedat hag eus SUA.
Marvioù [kemmañ]
- 1438: Richarzh Breizh, tad Frañsez II, dug Breizh.
- 1881 : Émile Littré, geriadurour ha prederour gallek (° 1añ a viz C'hwevrer 1801 e Pariz).
- 1882 : Giuseppe Garibaldi, politikour ha dispac’her italian (° 4 a viz Gouere 1807 e Nisa (Impalaeriezh c'hall kentañ d'ar mare-se)).