11 Mezheven
Eus Wikipedia
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
Darvoudoù [kemmañ]
- 1894 : digoret eo al linenn hent-houarn Landerne-Plouneour-Traezh, 28 km an hed anezhi.
Sportoù [kemmañ]
- 2011 : en Highland Games Milngavie (e-kichen Glasgow, Bro-Skos), Lorne Coltart zo kampion ar bed an Haggis Hurling ; bannet en deus an haggis da 66,14 m, o pulluc'hañ gourc'hoù Alan Pettigrew, a oa kampion abaoe 1984 gant ur bann a 55,11 m.
Ganedigezhioù [kemmañ]
|
Jules Vallès livet gant Gustave Courbet
|
- 1832 : Jules Vallès, skrivagner ha kazetenner gall († 14 a viz C'hwevrer 1885 e Pariz)..
- 1888 : Bartolomeo Vanzetti, stourmer diveliour italo-amerikan († (kaset d'ar marv) 23 a viz Eost 1927 e Charlestown (Stadoù Unanet)).
- 1910 : Jacques-Yves Cousteau, merdeer gall ha studier ar morioù († 25 a viz Mezheven 1997 e Pariz).
- 1917 : Romanas Arlauskas, mestrc'hoarier echedoù lituanian († 22 a viz Gwengolo 2009 en Adelaide (Aostralia)).
- 1953 : José Bové, peizant ha sindikalour gall.
Marvioù [kemmañ]
- -323 : Aleksandr Veur (° 20 pe 21 a viz Gouere -356 e Pella (Makedonia)).
- 1979 : John Wayne, aktour amerikan (° 26 a viz Mae 1907 e Winterset (Stadoù Unanet)).
- 2010 : Jean Fréour, kizellour breizhat (° 8 a viz Eost 1919 e Naoned).