Jules Vallès

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Jules Vallès

Ganet e oa Jules Vallès d’an 11 a viz Even 1832 er Puy-en-Velay e kreisteiz Alvern.


E vuhez[kemmañ]

Bugaleaj[kemmañ]

E dad, Jean-Louis Vallez a oa mestr-studi e Skolaj Roueel Le Puy, hag e vamm, Julie Pascal a oa merc’h peizanted paour. Seizh bugel o deus bet, hogen pemp anezho a varvas en o c’hentañ bloavezh. Jules Vallès a oa trede bugel ar familh. Ur c’hoar en deus bet da c’houde, Marie-Louise, bet ganet e 1835 ha troet da sod e 1853. Eus 1837 da 1839 e vev ar familh Vallez en dienez. O chom emañ en ul lojeiz lous-teil. E 1839 ez a Jules da skolaj ar Puy; eno e c'houzañv dre ma oa mab d'ar mestr-studi. E-kerzh ar bloavezhioù diaes-se n'en doa ken plijadur nemet o vont war ar maez e tiez e eontred, labourerien-douar e Farreyrolles, Chaudeyrolles ha Vourzac. E 1840 e voe anvet e dad da gelenner e Skolaj Roueel Saint-Etienne : dilojañ a ra ar familh. Jules en deus barregezhioù er skol, en danvezioù klasel, hogen ret eo dezhañ gouzañv feulster e dud hag e gelennerien. E 1846 ez eo anvet Jean-Louis Vallez da gelenner e Naoned ha dilojañ a ra ar familh adarre. E 1848 ez eo entanet spered Julig gant an Emsav. Lakaat a ra e gamaladed yaouank da vouezhiañ mennadoù dispac’hel a-enep an Urzh hag ar Vachelouriezh. Kaset eo Vallès da Bariz d’an hevelep mare. Eno e heul kentelioù al lise Bonaparte. Studiañ a ra fall, hogen en em dommañ muioc’h-choazh ouzh ar politikerezh. E 1849 e tistro da Naoned ha c’hwitout a ra e vachelouriezh, c’hwitout a ra adarre ur bloaz diwezhatoc’h ; n’eo nemet e 1852 e tapo e Vachelouriezh.

yaouankiz[kemmañ]

E 1851 eo tenn-tre an aergelc’h etre e dud. Distreiñ a ra Vallès da Bariz. Daremprediñ a ra al levraouegoù e-leizh hag heuliañ a ra kentelioù Michelet, istorour meur troet war-du an Dispac’h. Mignon-tre e teu da vezañ gant Ranc, Arnoult, Castagnary ha Chassin. E miz Meurzh e aoz ur vanifestadeg a-enep serridigezh kentelioù Michelet.

Pa ra Napoleon III e daol-stad, d’an 2 a viz Kerzu, ez eas Vallès hag e vignoned d’en em gannañ war ar bardelloù. Galvet eo en-dro d’an Naoned gant e dad ha bac’het e vez gantañ e ti ar re sod a-benn chom hep kaout kudennoù. Dieubet eo gant mignoned e miz Meurzh 1852, 4 miz e chomas eno. E 1853 e kemer perzh Vallès hag e vignoned e gwall-daol an Opéra-Comique, a-enep an Impalaer. Toullbac’het eo e Mazas e-pad ur miz. Emañ Vallès o studiañ war ar Gwir, hogen n’ez ae ket alies d’ar c’hentelioù ha c’hwitout a ra e arnodennoù. Kregiñ a ra neuze evitañ ur vuhez kantreer ha straner reuzeudik. Resevout a ra nebeut-tre a arc’hant eus perzh e dad. Bevañ a ra en ur gambrig. Gounnez a ra un tammig arc’hant o skrivañ e kazetennoù hag o klask skouerioù evit geriadurioù. Naon-du a voe gantañ d’ar mare-se. Rannañ a reas e gambr gant e vignon bras Poupart-Davyl, hogen jeu a teui etrezo betek mont d’en em gannañ d’ar bistolenn e 1856 : gloazet-bras e voe Poupart-Davyl gant Vallès.

Mervel a ra e dad e miz Ebrel 1857. Daoust d’an disemglev a oa etrezo, e voe fromet-tre Vallès gant e varv.

kazetennerezh[kemmañ]

E 1857 e embannas Jules Vallès L’Argent, hep e sinañ. Al levr-se a dag ar sistem kevalaour. Embann a reas ivez un nebeut pennadoù er gazetenn Le Présent. Adalek 1858 e kemeras perzh Vallès e La Chronique parisienne, kazetennn Rochefort hag er Figaro : sed aze penn-kentañ e labour kazetenner. Eus 1860 betek 1862 e labouro Vallès e ti-kêr Vaugirard, ha kenderc’hel a reas da embann pennadoù e Le Temps, Le Figaro ha Le Boulevard.

Er bloavezh-skol [1862]-1863 ez eas Vallès da labourat evel kasour en ur skolaj e Caen. Kuitaet en doa Pariz kement a zleoù en doa. Distreiñ a reas da Bariz ur bloaz da c’houde hag adkregiñ gant e labour e ti-kêr Vaugirard. Kenderc’hel a ra ivez da skrivañ pennadoù ha danevelloù e meur a gazetenn. Ur brezegenn a reas diwar-benn Balzac hag a reas kalz berzh, met tennet e voe e labour en ti-kêr digantañ en abeg d’e brezegenn. Embann a reas Vallès ul levr all : Les Réfractaires hag a reas berzh. E 1867 e teu Vallès da vezañ pennskrivagner ar gazetenn La Rue. E 1868 e skriv ur pennad anvet « Cochons vendus ». Kastizet e vo perc’henn ar gazetenn ha difennet eo embann anezhi. Un nebeut pennadoù e Le Globe a gaso anezhañ dirak ar barner : disoc’h, ur miz toull-bac’h e Sainte-Pélagie.

E-pad an amzer-se e skriv Journal de Sainte-Pélagie. Goude e dieubidigezh e sav ar gazetenn Le Peuple hag a bado ur miz hepken, Le Réfractaire ne bado nemet teir niverenn. Goude-se e skriv Vallès e Le Corsaire, kazetenn Richardet. Kas a ra Le testament d’un blagueur, – stumm kentañ buhez Jacques Vingtras hag a zeuio da vezañ L’enfant da c’houde – da gazetenn André Gill.

E miz Mae 1869 en em ginnig Vallès en dilennadegoù lezennel en VIIIvet kelc’hiad-votiñ. En em lakaat a ra da « gannad ar re baour » gant an arouez sokialour-dispac’hour. Ne dapo nemet un nebeut kantadoù a vouezhioù. E 1870 e kenlabour Vallès da La Marseillaise, kazetenn Rochefort hag adkrouiñ a ra La Rue. Heuget eo Vallès gant ar brezel, ne c’hell ket gouzañv ar soudardelezh hag ar vroadelouriezh. Manifestiñ a ra evit ar peoc’h. Goude emgann Sedan ha disklêriadur ar Republik e kemer perzh Vallès e manifestadegoù an tu-kleiz pellañ. Aozañ a reas ar c’hleub Favié. E-pad ar Sez e voe e-penn ur bagad eus ar Gward Vroadel. Kemer a reas perzh e emsavadeg an 31 a viz Here ha tapout a reas evit un nozvezh ti-kêr La Villette. D’ar 7 a viz Genver 1871 e kemer perzh Vallès da skridaozadenn ar Skritell Ruz (L’Affiche rouge). D’an 22 a viz Genver e sav ur gazetenn nevez : Le Cri du Peuple hag a vo difennet pa voe barnet Vallès evit emsavadeg an 31 a viz Here. Emsavadeg an 18 a viz Meurzh a nulaas ar c’hastiz hag adkregiñ a reas Vallès da embann e gazetenn. Dilennet e voe Vallès ezel eus ar Gomun er XVvet karter. Sinañ a reas manifesto ar bihan-niver a-enep ar C’homite de Salut Public. Stourm a reas betek-penn war ar bardelloù. Pa voe tapet Pariz en-dro gant ar Versailhiz e tec’has kuit gwisket gant dilhad ar Versailhiz. Fuzuilhet e voe gant ar Versailhiz daou zen hag a denne dezhañ. Ar c’helaouennoù versailhiz a dag Vallès gant kounnar. Mont a ra Vallès da guzhat e ti mignoned, a-raok tizhout Belgia e miz Gwengolo. E 1872 e varv e vamm, ar pezh a lak anezhañ trist.

D’ar 4 a viz Gouere e voe kondaonet Vallès d’ar marv dre zesfailh. E fin ar bloaz ez eas da Vro-Suis e-lec’h ma skrivas ur pezh-c’hoari anvet La Commune de Paris. E 1873 en em stalias e Londrez. E 1874 « La Société des gens de lettres » a denn Vallès diouzh o listenn. Feuket-kenañ e voe gant an darvoud-se. E 1875 en deus Vallès ur verc’h gant ur skolaerez eus Londrez. Mervel a reas e verc’h er memes bloavezh : trist-meurbed eo Vallès. Skrivañ a reas kalz d’e vignon Hector Malot. En ul lizher e lavar dezhañ : « Je me sens vieillir sans une clarté dans l’hiver de ma vie». Bevañ a raio Vallès buhez trist un harluad, e blijadur nemeti o vezañ lenn er British Museum. Skrivañ a reas pennadoù er gazetenn L’Evénement, e Le Réveil, e La Marseillaise hag e Le Voltaire. Eus ar 25 a viz Even d’an 3 a viz Eost 1878 e asant Le Siècle embann Jacques Vingtras e bennadoù. Difenn a ra Zola hag a oa taget gant skrivagnerien all. E 1879 e embann Vallès Mémoires d’un révolté dindan anv pluenn Jean La Rue, e kelaouenn solkialour Sigismond Lacroix, La Révolution française. Ar romant-kazetenn-se a zeuio da vezañ Le bachelier. Embann a raio da c’houde Le Candidant des pauvres, heuliad Mémoires d’un révolté, er gelaouenn Le Journal à un sou. Embannet eo e levr Les enfants du peuple, dastummad pennadoù bet embannet etre 1867 ha 1870. Embann a reas ivez L’enfant, sinet dindan anv pluenn Jean La Rue, hag a zo kentañ levrenn e drilogiezh buhez. E 1880 e tistro da Vro-C’hall, goude an Distaoliadeg bet mouezhiet d’a 10 a viz Gouere. Kenlabour a ra gant ar c’hazetennoù Le Voltaire ha La Vie moderne hag embannet eo Les blouses e La Justice, kelaouenn Clémenceau. E Brussel e kej Vallès gant Sévérine hag a vo e sekretourez. Kenlabour a reas c’hoazh gant kalz kelaouennoù disheñvel ha distreiñ a reas da lec’hioù e vugaleaj en Alvern hag en Naoned.