Kristof Jezegoù

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Kristof Jezegoù (ganet e Gwineventer d'an 19 a viz Mae 1864, marvet e Plouarzhel d'an 12 a viz Even 1953) a oa ur skrivagner brezhonek hag ur beleg katolik.

[kemmañ] E vuhez

Beleget e voe e 1888. Kaset e voe da gure da Wimaeg neuze, hag e 1890 da Gastellin. Eno e oa ur person brudet e sarmonioù, Yann Gere. Dastum a reas e sarmonioù e div levrennad anvet Sarmoniou an Aotrou Quere, embannet e 1902 ha 1903.

Meur a bennad a skrivas e-barzh Feiz ha Breiz, Ar Vro, Le Courrier du Finistère, ha re all.

[kemmañ] Levrioù

  • Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915
  • Fantig, levr + CD, gant mouezh Per-Jakez Helias ha tresadennoù Malo ar Menn, TES, 2006
  • Kontadennou Lod 2, Brud nevez, 1996
  • Kontadennou Lod 1, Brud nevez, 1994
  • E korn an oaled, Emgleo Breiz, 1992
Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all