Plouarzhel
Eus Wikipedia
| Plouarzhel | ||
|---|---|---|
Ar bourk |
||
| Melestradurezh | ||
| Bro istorel | Bro Leon | |
| Departamant | Penn-ar-Bed | |
| Arondisamant | Brest | |
| Kanton | Lokournan | |
| Kod kumun | 29177 | |
| Kod post | 29810 | |
| Maer Amzer gefridi |
André Talarmin 2001-2014 |
|
| Etrekumuniezh | Kumuniezh-k. Bro an Hirwarzh | |
| Bro velestradurel | Bro Brest | |
| Lec'hienn web | Ti-kêr | |
| Poblañsouriezh | ||
| Poblañs | 3 505 ann. (2009) | |
| Stankter | 82 ann./km² | |
| Douaroniezh | ||
| Kenurzhiennoù | ||
| Uhelderioù | krenn : m bihanañ 0 m — brasañ 133 m |
|
| Gorread | 42,83 km² | |
|
|
||
|
|
||
Plouarzhel zo ur gumun eus Bro-Leon e kanton Lokournan, e departamant Penn-ar-Bed, e Gwalarn Breizh.
Taolenn |
Brezhoneg[kemmañ]
Ya d'ar brezhoneg[kemmañ]
- D’ar 4 a viz Gouere 2005 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
Deskadurezh[kemmañ]
- E distro-skol 2012 e oa 82 skoliad enskrivet er c'hlasoù divyezhek (17,9% eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez) [1].
Istor[kemmañ]
Dispac'h Gall[kemmañ]
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe nac'het al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant ar person Jean Pédel hag ar c'hure Jacques Lanuzel [2].
XXvet kantved[kemmañ]
- nijerezioù ar Royal Air Force (aerlu ar Rouantelezh-Unanet)kouezhet e Plouarzhel: d'ar 14 a viz Meurzh 1941 ur Blenheim marilhet V5399 ha kodet PZ-G eus an 53th Squadron; lazhet e voe he zri nijour, douaret int e bered kumun Lokournan; d'ar 4 a viz Meurzh 1941 e voe tro un nijerez Hampden marilhet AD738 ha kodet ZN-? eus ar 106th Squadron; lazhet e voe he fevar nijour, douaret int e bered kumun Lokournan ivez [3];
- nijerezioù an United States Army Air Forces kouezhet e Plouarzhel: d'ar 16 a viz Ebrel 1943 ur c'harr-nij B-24D-15-CO (anvet "Liberty Lass", marilhet 41-23732 ha kodet YM-B) gant dek milour en e vourzh; seizh anezhe a voe lazhet (daou anezhe a zo douaret er Brittany American Cemetery e Montjoie-Saint-Martin), an tri all a voe tapet gant an Alamaned; d'ar 26 a viz Eost 1944 ur c'harr-nij P-47D-16-RE (marilhet 42-76154, 362vet FG, 378 vet FS); e leviour a varvas, douaret eo er Brittany American Cemetery e Montjoie-Saint-Martin e Bro-C'hall) [4].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ]
- Maen-hir Kerloaz: gant e 9,50 m a uhelder eo ar brasañ peulvan en e sav dre ar bed.
Douaroniezh[kemmañ]
Emdroadur ar boblañs 1962-2006[kemmañ]
Niver a annezidi 
Melestradurezh[kemmañ]
Tud[kemmañ]
Gevelliñ[kemmañ]
Liammoù diavaez[kemmañ]
- (fr) lec’hienn ar gumun (e galleg)
- (fr) Trezianiz (diwar-benn Trezien, ul lodenn eus Plouarzhel)
- (br) Plouarzhel war lec'hienn Geobreizh
Notennoù ha daveoù[kemmañ]
- ↑ Ofis ar Brezhoneg
- ↑ Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 42
- ↑ Pertes RAF Finistère
- ↑ Pertes USAAF Finistère