Jean Fréour

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Jean Fréour gant un izelvos. Skeudenn: Mikhail Evstafiev

Jean Fréour a zo ur c'hizeller breizhat hag a oa ganet e Naoned e 1919 ha marv d'an 10 a viz Mezheven 2010. Studiet en deus e Skol an Arzoù-kaer Bourdel hag e Skol an Arzoù-kaer Pariz e 1936.

Ezel eo bet eus an emsav arzel Ar Seiz Breur. Bet eo e-pad ur vloavezh e Casa de Velázquez e 1952 e Madrid. E-pad ar bloavezhioù 1950 en deus annezet e Bourc'h-Baz. Maer ar gêr-se e voe e-pad ur bloaz.

Jean Fréour a implij meur a zanvez gant e labour : skilt, marmor, onyx, arem ha koad. E awen a dalc'h identelezh e vro hag ar feiz katolik.

Kavet e vez e gizelladurioù e Breizh, e Belgia, en Enez-Frañs hag en Afrika.


Taolenn

[kemmañ] Kizelladurioù

[kemmañ] Enorioù

E 1995 e voe roet Kolier an Erminig dezhañ en abeg d'e labour evit Breizh.

[kemmañ] Levrlennadur

  • Alcime Bachelier, Jean Guéhenneuc ha Jean Fréour : Bouvron, son histoire, son église, ses vieilles croix, par le chanoine Bachelier, l’abbé Guéhenneuc et M. Fréour, Naoned, Chantreau et Cie, war-dro 1970.
  • Jean Fréour : Sculpture: nus et bustes, raklavar gant Yves Cosson, buhezskrid gant Michel Maison, displegadenn gant Jacques Raux, Trelier, 1983.
  • Véronique Daboust, Fréour ou Le chant de la sculpture: exposition, Pariz, Ti-kêr ar XVIvet arondisamant, 6-21 C'hwevrer 2004, aozet gant Paris beauté culture. (ISBN 2-9521156-0-5)

[kemmañ] Liammoù diavez

Ho pinvioù
Esaouennoù anv
Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all