Taboulin
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour 'zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Ur seurt taboulin eo ar bodhran iwerzhonat
Ur benveg-seniñ eo an daboulin, ha skoet e vez warnañ.
Unan eus ar binvioù-seniñ koshañ eo, p'eo aes a-walc'h da fardañ. Graet eo gant daou groc'hen stignet a bep tu d'ur framm kranennek (un darn eus kef ur wezenn gleuz, en amzerioù kozh; ur granenn blastik er mare-mañ). Skeiñ a reer war an daboulin gant ar bizied pe gant bizhier bihan .
[kemmañ] Brezel
Ur benveg implijet en emgann e oa an daboulin, sonet gant bugale a-wechoù. Meur a ganaouenn zo diwar-benn taboulinerien yaouank.

