Sonerezh rock
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Ul luskad pouezus e istor ar sonerezh a-vremañ eo bet ar sonerezh rock. Hervez an istorourien, ur ganaouenn skrivet ha kanet war ur skingomz e Memphis (SUA) e 1955 gant Elvis Presbley eo bet an hini gentañ savet er mod-mañ.
Implij a ra ar ar vouezh (mouezhioù heson alies); ar gitar tredan hag ar skoidigezh (pod-tredan hag ivez binvioù kerdin evel ar gitar-boud). Meur a venveg seniñ a vez implijet evel ar vombard saoz (saksofon).
Ur fenomenn sevenadurel gant ur pouez kevredigezhel divent eo ar sonerezh rock p'en deus tizhet an darn vrasañ eus ar pobloù er bed. Lod o deus gwelet anezhañ evel ur moien evit lakaat ar brezelioù war echuiñ pe ar peoc'h da gendelc'her pe da embann an doujañs.
Meur a stil a zo bet diorroet goude an degved kentañ pa oa implijet an dro-lavar rock and roll kentoc'h (distaget rock 'n roll). Ken lies eo ar sonerezh rock m'eo diaes termeniñ an harzhoù. Hervez lod, n'eo ket rock-rik al luskadoù evel an heavy metal hag ar soul

