Norzhiwerzhon

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Norzhiwerzhon e framm ar Rouantelezh-Unanet

Norzhiwerzhon, pe Iwerzhon an Hanternoz pe Hanternoz Iwerzhon (Northern Ireland e saozneg, Tuaisceart Éireann en iwerzhoneg, Norlin Airlann e skoteg Ulaidh) a zo unan eus peder c'hevanenn Rouantelezh Unanet Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon, a-gevret gant Bro-Saoz, Skos ha Kembre. Norzhiwerzhon eo al lodenn eus biz Iwerzhon a zo manet e dalc’h ar Rouantelezh-Unanet e 1920 da heul ar brezel dieubiñ. C'hwec'h eus nav c'hontelezh Ulaidh a ya d'hec'h ober, ha Béal Feirste eo he c'hêr-benn. 1 810 863 a dud a oa o chom enni er bloaz 2011 dindan (14 139 km²).

Keodelezh ha broadelezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E niveradeg 2011 e oa goulennet broadelezh pep hini evel-henn[1]:

Kartenn ar vroadelezh pennañ disklêriet hervez niveradeg 2011 (gwer: Iwerzhonad; ruz: Breizhveuriad; glas: Norzhiwerzhonad).
Broadelezh disklêriet En holl Relijion
Katolik Protestant ha kristenien all Relijionoù all Relijion ebet
Breizhveuriad 48.4% 12.9% 81.6% 50.1% 55.9%
Iwerzhonad 28.4% 57.2% 3.9% 12.4% 14.0%
Norzhiwerzhonad 29.4% 30.7% 26.9% 18.0% 35.2%
Kembread, Saoz pe Skosad 1.6% 0.8% 1.5% 2.9% 5.2%
Reoù all 3.4% 4.4% 1.0% 29.1% 7.1%

Gwelet a reer eta n'eo ket liammet strizh ar relijion gant ar vroadelezh disklêriet, pa'z eus tost da 14% eus ar gatoliked hag a lavar ez int Breizhveuriz, hag ez eus 4% eus ar brotestanted hag a lavar ez int Iwerzhoniz.


Bodadeg Norzhiwerzhon[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'ar 7 a viz Meurzh 2007 e oa bet dalc'het dilennadegoù evit klask kas war-raok ur galloud lec'hel da ren Norzhiwerzhon. Sed an disoc'hoù:

D'ar 5 a viz Mae 2011 e oa bet dalc'het dilennadegoù nevez. Sed an disoc'hoù:

Da heul ar votadeg-se e voe addilennet Peter Robinson da gentañ ministr Norzhiwerzhon, ha Martin McGuinness da veskentañ ministr. Er bloavezhioù war-lerc'h ez eus aet kuit 2 gannad eus UUP (unan a zo lakaet da zizalc'h hag egile er strolladig NI21), unan all a zo bet taolet er-maez eus UUP hag aet eo er strollad UKIP.

Kontelezhioù Norzhiwerzhon[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]