Cúige Uladh
Eus Wikipedia
-
Gant ar ger "Ulster" e tegouezher amañ. Evit sterioù all ar ger, gwelit Ulster (disheñvelout).
| Ulaidh (Ulster) | |
| Stadegoù | |
| Gorread : | 24.481 km² |
| Poblañs : | 1 931 981 (2002) |
| Kartenn | |
![]() |
|
Cúige Uladh, pe Ulaidh, en iwerzhoneg, hag Ulad pe Bro-Ulad e brezhoneg (Ulster e saozneg), zo unan eus peder rann gozh Iwerzhon, hag un darn anezhi dindan ar Rouantelezh-Unanet.
Kontelezhioù Ulaidh [kemmañ]
Nav c'hontelezh a ya d'ober Ulaidh. C'hwec'h anezho a zo e Norzhiwerzhon ha teir er Republik.
-
- kontelezh Aontroim (e Norzhiwerzhon)
- kontelezh Ard Mhacha (e Norzhiwerzhon)
- kontelezh An Cabhán (er Republik)
- kontelezh Doire (e Norzhiwerzhon)
- kontelezh An Dún (e Norzhiwerzhon)
- kontelezh Dún na nGall (er Republik)
- kontelezh Fear Manach (e Norzhiwerzhon)
- kontelezh Muineachán (er Republik)
- kontelezh Tír Eoghain (e Norzhiwerzhon)
