Sinn Féin

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Sinn Féin (distagadur IPA: ʃiːɲ fʲeːnʲ/ en iwerzhoneg) a zo ur strollad politikel broadelour ha republikan, gant ul linenn bolitikel kreñv a-gleiz, hag a zo diazezet koulz e Republik Iwerzhon hag e Norzhiwerzhon. Kement ha Ni hon-unan e talvez an anv. Prezidant ar strollad eo Gerry Adams. Pemp sez (diwar 166) en deus en Dáil Éireann (kambr kannaded ar Republik e Dulenn), ha 28 sez (diwar 108) e Bodadeg Norzhiwerzhon. Pemp sez (diwar 646) en deus ivez e Parlamant ar Rouantelezh-Unanet met ne gemeront ket perzh er Parlamant-se. Ar strollad broadelour pennañ eo e Norzhiwerzhon (tost da 25% eus ar mouezhioù en holl er votadegoù diwezhañ).

Liammoù[kemmañ]