Lur sterling

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Arouez al lur sterling

Al lur sterling (saozneg: pound sterling), (arouez: £; kod ISO: GBP), anvet alies lur saoz e brezhoneg (dre fazi, pa n'eo nemet unan anezho), eo unanenn voneiz ar Rouantelezh-Unanet, dalc'hidigezhioù ar gurunenn, evel Enez-Vanav ha Jerzenez, hag un nebeud tiriegezhioù tramor. Unan eus ar 4 moneiz pennañ eus ar bed eo.

Rannet eo al lur sterling e 100 penny (liester: pence).

Meur a lur sterling[kemmañ]

Bro-Saoz ha Bro-Gembre[kemmañ]

Graet e vez gant al lur saoz e Bro-Saoz ha Bro-Gembre, embannet gant Bank Bro-Saoz. N'o deus ur mon dezvel nemet eno.

Bro-Skos[kemmañ]

E Bro-Skos e vez graet gant al "lur skos", embannet gant 3 bank, gant aotreegezh Bank Bro-Saoz. N'o deus mon dezvel ebet avat: lurioù sterling evel ar reoù all ez int.

Norzhiwerzhon[kemmañ]

4 bank a embann bilhedoù evit Norzhiwerzhon, evel e Bro-Skos n'o deus mon dezvel ebet.


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.