Roll an impalaerien roman
| Ur pennad eus an heuliad Henroma eo ar pennad-mañ |
|
| Ar Vonarkiezh | |
| Ar Republik | |
| An Impalaeriezh | |
| Impalaeriezh ar C'hornôg | |
| Impalaeriezh ar Reter | |
Kinniget eo amañ roll an Impalaerien roman betek fin Impalaeriezh roman ar C'hornôg.
Ret eo kaout soñj ne dalveze an termen latin imperator, a deuio ar ger "Impalaer" anezhañ, nemet da ober anv eus ur garg vilourel a-douez an holl gargoù all dalc'het gant un den. Da envel an Impalaer e rae ar Romaned gant an anv "Kaezar" (Caesar) kentoc'h, ha dreist-holl gant "Aogust" (Augustus).
Soñjal a rae an dud e oa kar an holl Impalaerien da g-Kaezar mod pe vod, ha ma ne oa ket dre ar gwad e oa e-giz pa vijent bet advabet gantañ, hag ul liamm familh speredel a oa etrezo ha Kaezar (ha gwir eo e oa an Impalaerien gentañ eus familh Kaezar ouzhpenn).
Taolenn |
Aogust [kemmañ]
En desped d'ar pezh a c'halljed soñjal, n'emañ ket Caius Julius Caesar e-touez an Impalaerien roman. August eo a seller outañ evel an Impalaer kentañ, ha meur a abeg zo da se:
- Eñ eo, ha neket Kaezar, a lakaas un termen d'ar prantad distabilded politikel en deus merket dibenn ar Republik roman;
- Eñ eo, ha neket Kaezar, a zeuas a-benn da gavout ur c'hempouez etre ur galloud nevez kreñv a-walc'h evit chom en e sav hag an ensavadurioù republikan kozh zo padet daoust da bep tra. A-benn ar fin eo bet drouklazhet Kaezar dre ma kave da lod ne zouje ket d'an ensavadurioù-se : dre heg e oa bet anvet da "ziktatour" (dictator) da viken, e -45 ha pourmen a rae e galite e Roma end-eeun gant e serc'h Kleopatra (rouanez Egipt).
Diwall mat a reas Aogust da zoujañ d'an ensavadurioù kozh, ar Sened peurgetket ha, kontrol da Gaezar, e ouias ren ur vuhez prevez eeun hep re a bompadoù ("me n'on nemet kentañ keodeour Roma - primus inter pares" emezañ). E-keit-se e kendalc'he da verniañ kargoù politikel, relijiel ha milourel war e anv.
- Gantañ e voe kaset da benn an adreizhadennoù a oa bet embannet gant Kaezar, hep o lakaat da dalvezout. Evel-se e roas d'an Impalaeriezh un tres armerzhel ha kevredigezhel disheñvel mat diouzh ar pezh a oa bet re ar Republik.
Impalaerien betek diskar an Impalaeriezh [kemmañ]
Impalaeriezh uhelañ [kemmañ]
|
Impalaeriezh uhelañ |
|
| Anv | Deiziadoù ren |
| Tierniezh Julio-Klaoda | |
| Aogust | -27-+14 |
| Tiber | 14-37 |
| Kaligula | 37-41 |
| Klaoda Iañ | 41-54 |
| Neron | 54-68 |
| 69, Bloavezh ar pevar Impalaer | |
| Galba | 68-69 |
| Othon | Genv.-Ebr. 69 |
| Vitellius | Ebr.-déc.69 |
| Flavianed | |
| Vespasian | 69-79 |
| Titus | 79-81 |
| Domitian | 81-96 |
| Antonined | |
| Nerva | 96-98 |
| Trajan | 98-117 |
| Hadrian | 117-138 |
| Anton an Deol | 138-161 |
| Mark Aorel & Lucius Verus |
161-180 |
| 161-169 | |
| Commodus | 180-192 |
Enkadenn an IIIe kantved hag an Impalaeriezh diwezhañ [kemmañ]
Bet eo Teodosius Iañ an Impalaer diwezhañ o ren da vat war an Impalaeriezh Roman a-bezh. E zaou vab a renas war e lerc'h:
Eeunaet eo an daolenn a-is :
- N'eo ket meneget enni an darn vrasañ eus ar skraperien, dreist-holl re marevezh an "30 tiran", lodenn zuañ an anarkiezh vilourel ha bet anvet evel-se abalamour d'an niver a skraperien c'halloud emanvet Impalaer (Tiran evit gwir);
- An Impalaerien merket Kaezar n'int ket bet Aogust gwech ebet;
- Pa'z eus bet meur a Impalaer o rannañ ar galloud etrezo eo merket Reter pe Kornôg hepken, hep mui a vunudoù; ouzhpenn n'eo ket padet an holl rannoù galloud atav hag Impalaerien zo, bet lakaet e penn ur ranndir bennak e penn-kentañ, zo en em gavet e penn an Impalaeriezh a-bezh da c'houde (da skouer : Kustentin Iañ, bet an Impalaer nemetañ etre 324 ha 335 ).
Tun memor [kemmañ]
Un tun memor zo evit derc'hel soñj eus roll an 12 Impalaer roman kentañ (Kaezar e-barzh). N'eus ken sevel ur frazenn aes da zerc'hel soñj anezhi ma ya pep silabenn d'ober deroù anv un Impalaer :
"Kaezaotika, Klaonegalo, Vivestido" (Kaez | ao | ti | ka | klao | ne | gal | o | vi | ves | ti | do)
Kaez => Kaezar ; ao => Aogust ; ti => Tiber ; ka => Kaligula ; Klao => Klaoda ; ne => Neron ; gal => Galba ; o => Othon ; Vi => Vitellius ; ves => Vespazian ; ti => Titus ; do => Domitian
Gallout a reer astenn ar frazenn-mañ da Impalaerien all. Dont a ra da vezañ : "Kaezaotika, Klaonegalo, Vivestido, Netrajhadan, Marcosepca" (Kaez|ao|ti|ka|klao|ne|gal|o|vi|ves|ti|do|ne|traj|had|an|mar|co|sep|ca)
Impalaerien ar C'hornôg war-lerc'h 395 [kemmañ]
| Tierniezh Teodosius ( kendalc'h ) | |
| Honorius | 392-423 |
| Maksim (skraper) | 409-411 |
| Attale (skraper) | 409-410 ha 414-415 |
| Konstañs III | C'hwev. - Gwen. 421 |
| Jean (skraper) | 423-425 |
| Valentinian III | 425-455 |
| Impalaerien ziwezhañ | |
| Petronius Maximus | Meurzh-Mezh. 455 |
| etrerenad (2 viz) | |
| Avitus | 455-456 |
| etrerenad (5 miz) | |
| Majorian | 457-461 |
| Libius Severus | 461-465 |
| etrerenad (2 vloaz) | |
| Anthemius | 467-472 |
| Olybrius | Goue.-Here 472 |
| Glycerius | 473-474 |
| Julius Nepos | 474-475 |
| Romulus Augustus | 475-476 |
E 476 e oa aet da get Impalaeriezh roman ar C'hornôg pa voe torret Romulus Augustus, an Impalaer diwezhañ, eus e garg gant Odowakar.
Impalaerien ar Reter goude 395 [kemmañ]
Gwelet Roll Impalaerien Bizantion
Aet eo da get e 1453 Impalaeriezh roman ar Reter, bet anvet ivez Impalaeriezh vizantion adal ar Grennamzer uhelañ, p'eo bet preizhet Kergustantin gant an Durked.