Gallienus

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Gallienus (Publius Licinius Egnatius Gallienus) (218 - 268) a oa un impalaer roman adal 253 betek 268. Betek 260 e ranne ar galloud gant e dad Valerianus (impalaer eus 253 da 260). An diwezhañ den eus urzh ar senedourien a zeuas da vout impalaer eo. War e lerc'h ne voe nemet soudarded ken. E ren a vez gwelet evel unan eus ar re bouezusañ evit an Impalaeriezh roman.