Glycerius

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Glicerio - MNR Palazzo Massimo.jpg

Glycerius (w.d 420 - goude 480) a oa unan eus impalaerien roman ar c'hornôg diwezhañ. Un eskob katolik e voe goude ma voe aet kuit eus ar galloud e 474.

Kont ar vevelien e oa el lez-impalaer e Ravenna pa voe embannet da impalaer gant ar Magister Militum Gundobad war-dro an 3 a viz Meurzh 473. Evel ma oa nemet ur vargodenn eus Gundobad, lakaet gantañ e lec'h an impalaer reizh diwezhañ Anthemius (muntret e 472), ne voe ket anavezet gant lez Kergustin.

Posupl eo e taleas diskar an impalaerezh ag un nebeud a vloavezhioù. E-pad e ren e oa Roma en arvar en abeg d'ar Wizigoted a oa en em staliet e Spagn ha su Galia ha d'an Ostrogoted a zalc'he Dalmatia. Pan antreas an Ostrogoted e Galia e 473 e kasas soudarded da virout anezho ouzh unvaniñ o nerzhioù.

Ne oa ket impalaer ar reter Leo I prest da c'houzañv war dron ar c'hornôg, avat . Kas a reas Julius Nepos ag-e-enep gant ul lu bras. Dilestriñ a reas Julius Nepo en Ostia, e-kichen Roma, m'edo Glycerus d'an ampoent-se. En em zaskorañ a ra hemañ hep stourm ha dezhañ e roas an impalaer nevez eskopti Salona.

Hervez an istorour Malc'hus e voe empleget e muntr Nepos e 480, moarvat gant skoazell Odoakr, roue barbar Italia. Gantañ en-defe degemeret eskopti Milan met diresis eo an andonoù.

N'anavezer ket pegoulz e varvas Glycerus. Mont a ra diwar-wel en dielloù goude 480.



SPQRomani.svg  An Impalaerien roman  SPQRomani.svg
Impalaeriezh roman ar C'hornôg
En e raok :
Olybrius
Glycerius
(473 - 474)
War e lerc'h :
Julius Nepos
Heuliad Henroma