Magister militum

Eus Wikipedia
Magister militum
karg, ancient Roman military rank
Iskevrennad eusjeneral Kemmañ
StadImpalaeriezh roman ar C'hornôg, Henroma Kemmañ


Banniel lu an Impalariezh roman

Magister militum (latin evit "Mestr ar Soudarded", liester magistri militum) a oa ur renk uhel e lu an Impalaeriezh roman uhel.
War e seblant e voe kroget da implij an titl e-kerzh ren Constantinus. Gant ar magister militum e oa galloudoù ar magister equitum (mestr ar varc'hegiezh) ha re ar magister peditum (mestr an droadegiezh).

Ar magister utriusque militiae a rae war-dro an holl nerzhioù lu hag an impalaer a chome e-karg eus ar bagadoù lu nepell diouzh Roma ; magister militum praesentales a raed anezhañ neuze.

Implijet e-unan, ar ger a dalveze d'ober anv eus an ofiserien a renk uhel koulz hag eus penn un oberiadur-brezel en ur c'horn-bro, an impalaer o vezañ ar penn uhelañ. Er skridoù gresianek e kaver an troiennoù strategos ha stratelates.


Aozadur orin al Lu Roman diwezhat, gant ar magister equitum hag ar magister peditum ;
a-us dezho emañ ar magister militum.

Aozadur uhelañ al lu kornôgel etre 410–425, savet adal ditouroù an Notitia Dignitatum

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]