Marcus Aurelius
Eus Wikipedia
Marcus Aurelius, pe Mark Aorel (distagañ Margaourel), pe c'hoazh Markus Aorelianus (121-180) zo un impalaer roman hag ur prederour stoikat a renas adalek 161 betek e varv e 180.
Meur a stumm zo d'e anv: Marcus Annius Verus (pe Marcus Catilius Severus er penn-kentañ), ha kemer a reas an anv Marcus Ælius Aurelius Verus, goude ma oa advabet gant an impalaer Antoninus an Deol. Evel impalaer e c'houlennas bezañ anvet Caesar Marcus Aurelius Antoninus Augustus. Meur a zen a voe anvet Marcus Aurelius.
Meulet e oa e furnez hag e vuhezegezh gant istorourien e amzer.