Aemilianus

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Aemilianus war ur pezh moneiz
Cornelia Supra a oa gwreg Aemilianus.

Marcus Aemilius Aemilianus (war-dro. 207 - 253) a oa impalaer roman e-pad tri miz e 253. Nenet nebeut a dra ne ouzer a-zivout e vuhez. Eus Afrika e teue ha dimezet e oa gant Cornelia Supra. E 251 e oa anvet da rener Panonia ha Moesia Superior goude ma oa bet embannet impalaer ar rener kozh Trebonianus Gallus.

E 253 e nac'has Aemilianus paeañ an traj d'ar c'hoted, ar pezh a blijas kalz d'al lu met a fuloras ar c'hoted. Aloubiñ a rejont ar broviñs. Aemilianus a drec'has anezho avat hag e soudarded a embannas anezhañ impalaer. Kerzhout a reas neuze war-du Roma da vrezeliñ ouzh Trebonianus Gallus, met biskoazh ne c'hoarvezas an emgann. Gant e soudarded dezhañ e voe muntret an impalaer hag e vab.

Ar Sened a zegemeras Aemilianus ha reiñ a reas an titl a augustus dezhañ hag a augusta d'e wreg. D'an ampoent-se, avat, e antreas rener proviñsoù ar Rin, Valerian, a oa feal da Drebonianus Gallus c'hoazh, en Italia. En em gejañ a reas an div lu, met pa wellas soudarded Aemilianus ne c'hellfed ket trec'hiñ, e vuntrjont o fenn.

SPQRomani.svg  An Impalaerien roman  SPQRomani.svg
Anarkiezh vilourel
En e raok :
Trebonianus Gallus
gant Volusianus
Aemilianus
(253)
War e lerc'h :
Valerian
Heuliad Henroma