Pêr Iañ (Rusia)
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Pyotr Alexeyevich Romanov ( E ruseg: Пётр I Алексеевич Pyotr I Alekse`yevich, Пётр Великий Pyotr Veli`kiy) , anvet ivez Pêr Gentañ, a voe tsar e Rusia e dibenn ar XVIIvet kantved ha deroù an XVIIIvet. Ren a reas adalek 1682 betek e varv, ha betek 1696 war un dro gant e vreur klañvidik, Ivan V.
Treiñ a reas ar vro davet ar C'hornôg, aloubiñ a reas broioù war-zu ar c'hreisteiz, hag eus ur rouantelezh e reas un impalaeriezh, hag ur galloud a bouez en Europa.
[kemmañ] E vuhez
Mab e oa d'an tsar Aleksei Mic'hailovich (Aleksei Gentañ) hag e eil wreg, Nataliya Kyrillovna Naryshkina, ha ganet e oa bet e Moskou. Ar wreg kentañ Maria Miloslavskaya he devoa roet pemp mab hag eizh merc'h, met ne oa nemet daou vab (Feodor hag Ivan) a oa bev c'hoazh pa voe ganet Pêr. Mervel a eure Aleksei Iañ e 1676 hag e vab henañ Feodor a gemeras ar galloud war e lerc'h.