Katelin Iañ
Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad: krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
- Katelin Gentañ a vez lavaret ivez eus Katelin Navarra.
Katelin Gentañ, pe Katelin Iañ, pe Ekaterina I Alexeyevna (Екатерина I Алексеевна e ruseg), ganet Martha Elena Scowronska, pe Marta Elena Skavronska e latveg ha diwezhatoc'h Marfa Samuilovna Skavronskaya, a oa ganet d'ar 15 a viz Ebrel 1684 en Livonia ha marvet d'ar 17 a viz Mae 1727, a zimezas d'an tsar Pêr Veur e 1707, a voe kenimpalaerez gant he fried adal 1724betek e varv er bloaz war-lerc'h, hag impalaerez hec'h-unan adal 1725 betek he marv, daou vloaz goude.
[kemmañ] He buhez
[kemmañ] A ouenn izel
Dihelloù diwar-benn he yaouankiz n'eus ket. Krediñ a reer e oa ganet e Ringen, e dugelezh Livonia (1629–1721), a zo bremañ en Estonia. Martha Skavronska e oa hec'h anv, merc'h e oa da Samuil Scowronski, anvet goude Samuil Skavronsky, ur c'houer a dlee bezañ katolik, intañvet, ha d'e wreg Dorothea Hann. Hervez lod e oa Elisabeth Moritz hec'h anv dimezet e Jakobstadt e 1680.
Paour e oa he zud, dimezet e oa d'ur soudard svedat, ha prizoniet e voe gant ar Rused goude seziz ha kemeridigezh Marienbourg. Ken kaer e oa ma plijas d'ar priñs Alexandre Menchikov ha goude d'an tsar Pêr Veur e-unan.
En 1711 ez eas da-heul an tsar a oa o vont da vrezeliñ ouzh an Durked; eno , pa voe sac'het pêr war lez ar stêr Prout e varc'hatas gant an enebourien evit m'o lezfent da zisac'haén en ur reiñ mein prizius d'ar vizir meur.
Dimeziñ dezhi a reas an tsar goude bet meur a vugel diganti. En 1724 e voe kurunennet impalaerez . goude marv an tsar e 1725 e voe anavezet evel impalaerez kement Rusia zo, hag e lezas Menchikov da ren ar vro.
Mervel a eure daou vloaz goude he gwaz, da 43 bloaz, e St. Petersburg, ha beziet e voe e kreñvlec'h Sant pêr ha sant paol. He bout a ouenn izel a voe dalc'het kuzh gant an tsared e-pad pell evel ur sekred-stad.
[kemmañ] He bugale
- Pavel Petrovitch (1704-1707) 3 bloaz.
- Pierre Petrovitch (1705-1707) 2 vloaz.
- Catherine Petrovna (1707-1708) 1 bloaz.
- Anne Petrovna (1708-1728) 20 vloaz.
- Elisabeth Petrovna (1709-1762) 53 bloaz, a vo Elesbed Iañ, impalaerez Rusia
- Nathalie Petrovna (1713-1715) 2 vloaz.
- Marguerite Petrovna (1714-1715) 1 bloaz
- Pierre Petrovitch (1715-1719) 4 bloaz (2 tsarévitch).
- Nathalie Petrovna (1718-1725) 7 vloaz.
- Pierre Petrovitch (1723-1723)
- Pavel Petrovitch (1725-1725)
| En he raok Pêr Iañ |
Impalaerez Rusia 1725 – 1727 |
War he lerc'h Pêr II |