Katelin Navarra

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Bez Rouaned Navarra en iliz-veur Lescar.

Katelin Navarra, anavezet ivez evel Katelin Fois, ganet en 1468 ha marvet en 1517 e Mont-de-Marsan, a oa rouanez Navarra (1483-1517). Dimezet e oa da Yann Albret. O mab Herri II Navarra (1503-) a renas war he lerc'h.

Merc'h e oa da Gaston Fois, Priñs Viana, ha da Madalen Valois, merc'h d'ar roue gall Charlez VII, ha c'hoar da Loeiz XI.

He ren[kemmañ]

Dimezet e oa da Yann Albret e miz Genver 1484, hag er miz-se ivez e voe kurunennet , war un dro gant he fried, en iliz-veur Iruña, kêr-benn Rouantelezh Navarra.

Eontr Katelin Navarra, Yann Fois, beskont Narbonna, a enebas ouzh roidigezh an hêrezh d'he nizez abalamour d'al lezenn salek, ha ne oa ket bet anezhi en Navarra gwech ebet.

Goulenn a reas ar gurunenn , habec'h a savas gantañ ken na voe sinet ar peoc'h e Tarbes en 1497.

Yann Foix avat ne zilezas ket ar soñj da gemer ar gurunenn : en 1505 e timezas e verc'h Germaine de Foix da Fernando II Aragon, intañvet da varv e bried Izabel ar Gatolikez. Ha roue Aragon da gas dug Alba da gemer kêr Iruña en 1512, ha goude-se Navarra a-bezh, en hanternoz hag er c'hreisteiz. Kement-se a lakaas ar pab Jul II da embann ur builh a-enep d'an aloubidigezh.

Mervel a reas Katelin Navarra en 1517 ha beziet e voe en Iliz-veur Lescar, ma veze beziet rouaned Navarra.

Adal 1512 e oa kollet Navarra Uhel gant rouaned Navarra.