Marcel Bigeard

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Marcel Bigeard, ganet ar 14 a viz C'hwevrer 1916 e Toul hag marvet eo ar 17 a viz Mezheven 2010 e memes lec'h , a zo un den politikel ha soudard gall. Kroget en deus e vicher evel ur soudard « bihan » , eil renk , e 1936 hag echuet eo evel ofiser jeneral steredennet, e 1936. Ar jeneral Bigeard a zo bet an ofiser gall bev gant ar muiañ a vedalennoù. Bet eo bet stourmer pe resistant kozh, e anv avat a chomo stag ouzh ar brezelioù didrevadenniñ (Aljeria, Indez-Sina). Un diazezadenn a zo bet krouet gant e anv an 9 a viz Mezheven 2011. Gwallvrudet eo evit bezañ asantet boureviañ tud an FLN. Chifretezed Bigeard a veze graet eus an dud bet lazhet diwar jahinerezh, lakaet un tamm simant ouzh o zreid ha taolet er mor diwar ur viñs-askell.

Ar jeneral Bigeard, 80 vloaz, miz Here 1996, dirak e skeudenn 40 vloaz a-raok.

Orin e familh[kemmañ]

Marcel-Maurice Bigeard a zo mab da Charles Bigeard (1880-1948), heñcher e kompagnunezh hentoù houarn ar reter, ha da Marie-Sophie Ponsot (1880-1964). Ar 6 a viz Genver 1942, e timezas gant e vignonez bugaleaj, Gabrielle Grandemange (Toul, 5 a viz Du 1919- 4 a viz Gouere 2011). Eurediñ a rejont e-kerzh ar brezel etre tec'hadenn Marcel Bigeard eus Alamagn hag a-raok e vefe aet kuit da harz-lammer e-barzh ar strouezh. Ur bugel o deus anvet Marie-France, ganet an 13 a viz C'hwevrer 1946. Gaby Bigeard a varvas ar 4 a viz Gouere 2011 e Toul abalamour d’ur c’hleñved hirbadus.

Micher Soudardel[kemmañ]

Goude bezañ labouret 6 vloaz er Société Générale evel un implijad er bank, e-keit ma talc’he da zeskiñ ober boks, e krogas Marcel Bigeard gant e servij soudard e Haguenau e-barzh an 23de rejimant troadeien kreñvlec'h. Soudard eil klas e oa e miz Gwengolo 1936, dieubet e oa eus e endalc'hioù gant ar grad a benngaporal e miz Gwengolo 1938.== Eil Brezel-bed == El Linenn Maginot e oa bet e 1939, evel serjant. Tapet e voe gant an Alamaned e miz Mezheven 1940 met dont a reas da vont kuit. En takad dieub e voe neuze, en Afrika, gant al lu trevadennel. Ofiser an FFI e voe da c'houde. Eil Brezel-bed

Eil brezel bed[kemmañ]

El Linenn Maginot e oa bet e 1939, evel serjant. Tapet e voe gant an Alamaned e miz Mezheven 1940 met dont a reas da vont kuit. En takad dieub e voe neuze, en Afrika, gant al lu trevadennel. Ofiser an FFI e voe da c'houde.

Brezel Indez-Sina[kemmañ]

E miz Here 1945 ez eas di da gentañ ha distro e voe en Indez-Sina e miz Gouere 1952. E emgann Diên Biên Phu e voe.

Brezel Aljeria[kemmañ]

Gant an harzlammourien e voe eno.

Adalek 1957 e voe en Aljer evit talañ ouzh Larbi Ben M'hidi ha Yacef Saadi. E miz Meurzh e ve kaset da menezeier Blida ha kemer a reas perzh e koulzadoù "Atlas" hag "Agounnenda". E-pad an hañv e voe paket 90 % eus stourmerien an FLN gant e soudarded.

E miz Kerzu 1958 e voe e Saida en Orania. En em gavout a reas gant De Gaulle d'ar 27 Eost 1959 hag e penn sektor Ain-Sefra e voe lakaet, 15 000 soudard dindanañ . Kaset e voe da Oran goude poutch Aljer e 1961 : ne dapas ket perzh e itrikadennoù ar jenelared avat.A-raok ar brezelAr 25 a viz Here, ec’h eas Bigeard a kemer penn an 3de BPC e Constantine en Algeria. An 21 a viz C'hwevrer, ar batailhon, deuet da vezañ an 3de RPC, a seven ar c'hentañ oberiadenn dre biñsaskell en istor, e-kerzh oberiadenn 744 e Kabylie. Ar 16 a viz Mezheven 1956, e Nementchas, e voe gloazet Bigeard en e gof. Advroet e voe da Vro-C’hall, medalennet14 a viz Gouere 1956 gant ar president Coty hag e resevas ar blakenn a "ofiser meur al lejion a enor ". Distroet en Aljeria, e voe gloaziet ar 5 a viz Gwengolo en e avu hag en humerus.

Emgann Alje[kemmañ]

E-kerzh ar bloavezh 1957, e kemeras perzh e 10vet DP ar jeneral Massu en emgann Alje. Kefridi ar batailhon-mañ a oa surentez ha dispenn kell an FLN renet gant Larbi Ben M'hidi, ar re o devoa lakaet bombezennoù en Alger etre 1956 hag 1957. E-kerzh an hañv e harz an 3de RPC 90% eus stourmerien an FLN. Deuet e oa da vezañ koronal e miz Genver 1958. Ren a reas an 3de RPC. D'ar 1añ a viz Ebrel ec’h erlec’hias ar c’horonal Tringuier anezhañ e penn an 3de RPC. Ne gemeras ket Bigeard perzh e darvoudoù an 13 a viz Mae 1958. Goude pevar miz e Toul, e tistroas da Alje daren rann Saida en bro Oran ar 25 a viz Genver 1959. Bez’ e oa neuze 5 000 milour dindan e urzhioù. Tamallet e vez outañ bezañ jahinet izili eus an FLN met ivez soudarded all e-pad Brezel Algeria.

Marvidigezh[kemmañ]

Goude bezañ aet war e leve e-pad ur pennadig e Toul, e teuas da vezañ kannad Meurthe-et-Moselle etre 1978 betek 1981. Kuitaat a reas se evit kaout amzer da skrivañ levrioù er gêr diwar-benn e amzer soudard. Mervel a reas en e di e Toul an 18 a viz Mezheven 2010 da 94 bloaz. E obidoù a zo bet graet an 21 a viz Mezheven e Toul.


Politikerezh[kemmañ]

Sekretour-stad evit an Difenn broadel e voe e 1975-1976.

Kannad Meurthe-et-Moselle e voe adalek 1978 betek 1988.

Lennadurezh[kemmañ]

  • Contre guérilla, Baconnier, 1957
  • Aucune bête au monde ..., Pensée Moderne, 1959
  • Piste sans fin, Pensée Moderne, 1963
  • Pour une parcelle de gloire, Plon, 1975
  • Ma Guerre d'Indochine, Hachette, 1994, (ISBN 2-01-237023-3)
  • Ma Guerre d'Algérie, Editions du Rocher, 1995, (ISBN 2-01-237043-8)
  • De la brousse à la jungle, Hachette-Carrère, 1994, (ISBN 2-7242-8310-4)

France, réveille-toi !, Editions n°1, 1997, (ISBN 2-863-91797-8)

  • Lettres d'Indochine, Editions n°1, 1998-1999 (2 tomes)
  • Le siècle des héros, Editions n°1, 2000, (ISBN 2-86391-948-2)
  • Crier ma vérité, Editions du Rocher, 2002, (ISBN 2-7028-7631-5)
  • Paroles d'Indochine, Editions du Rocher, 2004, (ISBN 2-268-05058-0)
  • J'ai mal à la France, Edition du Polygone, 2006, (ISBN 2-913832-07-5)
  • Adieu ma France, Editions du Rocher, 2006, (ISBN 2-268-05696-1)
  • Mon dernier round, Embann du Rocher, 2009, (ISBN 978-2-268-06673-8)
  • Ma vie pour la France, Embann du Rocher, 2010, (ISBN 978-2-268-06435-2)
  • Ma Guerre d'Indochine, teulfilm 52 vunutenn sevenet gant Jean-Claude Criton - Produet L.Salles/Carrère (1994)
  • Ma Guerre d'Algérie, teulfilm 52 vunutenn sevenet gant Jean-Claude Criton - Produet L.Salles/Carrère (1994)
  • Portrait de Bigeard, teulfilm 52 vunutenn sevenet gant Jean-Claude Criton - Produet L.Salles/Carrère (1994)