Thabo Mbeki

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
SthAfrica.ThaboMbeki.01.jpg

Thabo Mvuyelwa Mbeki (ganet d'an 18 a viz Even 1942) zo ur politikour eus Suafrika, bet prezidant ar vro etre 1999 ha 2008.

Emezelañ a reas Mbeki d'an ANC pa oa 14 vloaz hag un nebeud bloavezhioù goude e voe ret dezhañ mont en harlu d'an estrenvro evit kenderc'hel gant e studioù ha bezañ stummet e politikerezh enep-apartheid. Mont a reas evel-se da Londrez, Moskou pe Lusaka. Distreiñ a reas da Suafrika e 1990 ha dont da vezañ besprezidant, asambles gant Frederik de Klerk, e 1994 pa oa Nelson Mandela prezidant ar Stad. Dilennet e voe da brezidant Suafrika e miz Even 1999 hag addilennet e miz Ebrel 2004.

Reiñ a reas e zilez e miz Gwengolo 2008.