Roald Amundsen

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Nlc amundsen.jpg

Roald Engelbregt Gravning Amundsen (16 a viz Gouere 1872 - w-d 18 a viz Mezheven 1928) a o un ergerzher norvegat. Bleiniañ a reas an ergerzhadeg kentañ berzh ganti da Benn-ahel ar Su etre 1910 ha 1912. E 1926 e nijas a-us penn-ahel an Norzh en ur baloñs. Dre-se e voe an den kentañ a dizhas daou bol an Douar. Diankañ a reas e miz Even 1928 tra m'edo oc'h esaeañ saveteiñ skipailh Umberto Nobile.

Yaouankiz[kemmañ]

Ganet e voe Roald Amundsen e 1872 e Borge, e-kichen Oslo. Pevare mab e oa da Jens Amundsen, ur c'habiten aet da baramantour. E 1889 e tivizas dont da vezañ ergerzher er poloù goude treizhadenn Greunland gant Fridtjof Nansen. Koulskoude e krogas gant studioù war ar vezegiezh e 1890 evit plijout d'e vamm. Goude bezañ c'hwitet war e arnodennoù e kuitaas ar skol-veur evit kas ur vuhez evel martolod. E 1893 ec'h enrollas evit ur c'houlzad 6 mizvezh en ul lestr a-benn chaseal reuniged. Goude-se e kendalc'has da brenañ skiant war bigi lestraz e dad.

E ergerzhadennoù[kemmañ]

Ergerzhadenn ar Belgica, 1897-1899[kemmañ]

E 1896, ar c'homandant belgiat Adrien de Gerlache a aozas un ergerzhadenn skiantel en Antarktika war bourzh e lestr, ar Belgica. Amundsen a oa eil leutanant an akipaj.

E miz Here 1897 ec'h eas ar Belgica gant e hent ha tizhout Douar Graham e miz Genver 1898. Eno ec'h aozjont ergerzhadennoù war skioù. E miz Meurzh e voe paket ar vag er vorskorneg ha chom stanket c'hwec'h miz-pad a-raok dont a-benn da vont kuit ha distreiñ da Velgia. Ar wech kentañ eo ma chomas tud a-hed ar goañv en Antarktika. E-pad ar veaj-se e tiwanas mignoniezh etre Amundsen ha Frederick Cook. Hervez Amundsen e chomas yac'h akipaj ar Belgica a-drugarez da gCook hag a lakaas anezhe da debriñ kig manked evit diwall diouzh ar skorbut.

Treizh ar Gwalarn, 1903-1906[kemmañ]

Goude e zistro da Norvegia ha tapet gantañ e desteni kabiten ec'h aozas Amundsen e ergerzhadenn gentañ. Treizh ar Gwalarn (un treizh a liamm ar Meurvor Atlantel ouzh ar Meurvor Habask dre Norzh-meur Kanada betek strizh-mor Bering) a oa bet ergerzhet dre zouar e 1822 met ne oa ket bet treizhet gant ur vag betek-hen. Mont a reas kuit gant 6 den all war ur vag-pesketa, ar Gjøa, d'ar 16 a viz Even 1903 ha treuziñ bae Baffin, strizhoù-mor Lancaster, Peel, Ross ha Rae. Hedañ a reas aod reter enez King William ha d'an 9 a viz Gwengolo ec'h eorias war aod su an enezenn a-raok tremen daou c'hoañvezh en ur bae a anvas Gjoa Haven. Eno e teskas doareoù-ober an Inuited.

Goude an ehan-se e teuas a-benn da dreuziñ mor Beaufort, tizhout strizh-mor Bering ha dont da vezañ evel-se an den kentañ a dreuzas treizh ar Gwalarn. Kenderc'hel a reas e hent dre su enez Victoria ha kuitaat enezeg arktek Kanada d'ar 17 a viz Eost 1905. Chom a reas a-sav evit goañviñ a-raok distreiñ da Nome (Alaska). Dre ma oa ar pellskriver tostañ en Eagle City, 800 km ac'hane, e reas ar mont-ha-dont dre zouar evit kas ur gemennadenn o venegiñ e daol-kaer d'ar 5 a viz Kerzu 1905.

War-zu ar pol Su[kemmañ]

Brasañ huñvre Amundsen e oa bezañ an den kentañ o tizhout ar pol Norzh. Evit-se e prestas Nansen ar Fram dezhañ. D'ar c'houlz-se e oa an ergerzhadegoù war-zu ar poloù en o bleuñv ha kevezerezh a rene koulz etre ar broadoù hag etre an dud. D'ar 1añ a viz Gwengolo 1909 e kemennas Frederick Cook bezañ tizhet pennahel an Norzh d'an 21 a viz Ebrel. Un nebeud devezhioù goude eo Peary hag a gemenne e oa bet tizhet gantañ d'ar 6 a viz Ebrel. O klevout se e tivizas Amundsen cheñch penn d'ar vazh ha mont etrezek pennahel ar Su, hep reiñ netra da c'houzout d'e skipailh. D'an 3 a viz Even 1910 e loc'has kuit diouzh Oslo ha n'eo nemet e Madeira ma roas keloù d'e akipaj eus pal gwirion o beaj.

D'ar 14 a viz Genver 1911 e stalias e gamp-diazez, Framheim, e bae ar balumed en Antarktika. Diouzh e du e stalias an ergerzher saoz Robert Falcon Scott e gamp e Kab Evans, 700 km e kornôg hini Amundsen. D'an 19 a viz Here e loc'has Amundsen asambles gant Olav Bjaaland, Helmer Hanssen, Sverre Hassel hag Oscar Wisting, gant peder zreinell ha 52 gi. D'ar 14 a viz Kerzu 1911 e tizhjont ar pol Su, pa oa c'hoazh Scott 572 km dioutañ. Leuskel a rejont un deltenn hag ul lizher o tezrevelliñ o zaol-kaer betegout e varvjent war an hent. Treuzvevañ a rejont avat ha d'ar 25 a viz Genver 1912 e oant distro e Framheim, goude ur veaj 2824 km.

Ergerzhadennoù diwezhañ[kemmañ]

E 1918 e treuzas Treizh ar Biz war vourzh ar Maud ha dre-se e teuas da vezañ an den kentañ a dreuzas daou dreizh brudetañ Arktika.

E 1918 ivez e pakas e desteni loman nijerez hag e miz Mae 1925 e klaskas nijal a-us ar pol Norzh. Gant Lincoln Ellsworth, Hjalmar Riiser-Larsen ha tri den all e loc'has kuit diouzh enez Spitzberg e bourzh div dournijerez met ret e voe dezhe douarañ war ar skorn a-raok tizhout o fal. Goude bezañ labouret teir sizhun evit aozañ ur roudenn dibradañ e teujont a-benn da distreiñ yac'h ha dibistig.

E 1926 e nijas a-us ar pol Norzh e bourzh ur baloñs (an Norge), asambles gant Ellsworth, Riiser-Larsen, Wisting hag Umberto Nobile. Goude bezañ aet kuit diouzh Svalbard d'an 11 a viz Mae, tremenet a-us ar pennahel da 1e30 ec'h errujont e Teller, en Alaska, daou zevezh goude. Dre ma'z eus tabutoù diwar-benn ar beajoù kentañ betek ar pol Norzh (ergerzhadenn Cook, hini Peary ha hini Byrd) a c'hellfe bezañ pe amreizh a-fed daveennoù douaroniel pe gevier e kav da dud 'zo eo beaj an Norge a voe an hini gentañ o tizhout ar pol. Mard eo gwir e vefe neuze Amundsen ha Wisting an daou zen kentañ o vezañ tizhet daou bennahel an Douar.

Steuziadenn[kemmañ]

Divizout a reas Amundsen mont war e leve goude e veaj war vourzh an Norge. Padal, d'an 18 a viz Even 1928 e pignas en un dournijerez a-benn mont da saveteiñ Nobile hag e akipaj a oa flastret o baloñs e hanternoz Spitzberg pa oant war o distro diouzh ar pol Norzh. Mont a reas diwar wel ha ne voe ket adkavet e gorf.


Liammoù diavaez[kemmañ]

(en) Ar mirdi Fram