Umberto Nobile

Eus Wikipedia

Umberto Nobile a oa un ijinour war an aerlestrerezh hag un ergerzher italian.

Ganet eo bet e Lauro d'an 21 a viz Genver 1885 hag aet da Anaon e Roma d'an 30 a viz Gouere 1978

Kelenner aerlestrsaverezh e Skol-veur Napoli eo bet e-pad ouzhpenn tregont vloaz. Bet eo bet rener ar Stabilimento militare di Costruzioni Aeronautiche e Roma eus 1919 betek 1928 ha jeneral rann an ijin aerlestrel evel ijinour an Aerlu Italian.

Unan eus digorerien ha tud heverk istor an aerlestrerezh italian eo bet Umberto Nobile. Brudet eo bet goude bezañ bleinet an Norge, kentañ aerlestr o nijal a-us da Bennahel an Norzh e 1926. Mestr an aerlestr Italia eo bet e-kerzh un eil ergerzhadeg war-du ar Pennahel e 1928.

Roald Amundsen, an den kentañ o vezañ tizhet an daou Benn-Ahel goude bezañ kemeret perzh e beaj an Norge ivez, a gollas e vuhez e miz Mezheven 1928 pa oa aet da glask sikour Nobile ha skipailh an Italia kouezhet en norzh d'ar Svalbard o tistreiñ eus Pennahel an Norzh.