Oslo

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Oslo

Oslo port.jpg

Riez Norvegia
Rannvro Viken
Kod pellgomz
Maer (Ordfører)
Amzer gefridi
Fabian Stang (mirour)
2011-2015
Gorread 454 km²
Hed 10° 54' 00 R
Led 59° 54' 36 N
Uhelder 1 m
Poblañs hep kontoù doubl 634 463 (2014)
Stankter 1 189/km²

Oslo (distaget e norvegeg, hervez ar rannyezh, ['uslu] pe ['uʃlu]) a zo kêr-benn Norvegia. Lec’hiet eo e goueled fjord Oslo. Kêr vrasañ Norvegia eo, gant ouzhpenn 500 000 annezad. Ur gontelezh (fylke) eo ivez, kelc’hiet gant kontelezh Akershus.

En Oslo emañ parlamant Norvegia (Stortinget), palez ar roue, ar ministrerezhioù, Eskemmdi Norvegia, hag all.

Douaroniezh[kemmañ]

Oslo gwelet eus Holmenkollen

Emañ Oslo e goueled ur fjord. A-hend-all eo kelc’hiet kêr gant menezioù. War tiriad ar gumun ez eus 343 a lennoù. Ar menez Kirkeberget (629 m) eo lec’h uhelañ ar gêr.

Istor[kemmañ]

Hervez ar sagaoù skandinavek e vefe bet savet Oslo en-dro d’ar bloavezh 1048 gant ar roue Harald III. Dianav eo orin an anv ‘’Oslo’’.

Kastell Akershus.

Dont a reas da vezañ kêr-benn ar vro dindan ren Håkon V (1299-1319) a voe ar roue kentañ oc’h ober e annez eno hag a lakaas sevel kastell Akershus. E 1387 e tremenas rouantelezh Norvegia dindan dalc’h Danmark ha dont a reas Oslo da vezañ ur gêr a eil renk tra ma oa ar roue o chom e Kopenhagen. Ne voe digoret ur skol-veur eno, da skouer, nemet e 1811.

Distrujet e voe Oslo gant an tan e 1624 hag adsavet e voe goude, en tu all d’ar fjord, e-kichen kastell Akershus, gant ar roue Christian IV, a roas e anv d’ar gêr : Christiania pe Kristiania. E 1814 e voe dizunvanet rouantelezhioù Norvegia ha Danmark, ha dont a reas Kristiania da vezañ ur gwir gêr-benn. Kalon ar c’henwerzh hag ar sevenadur e Norvegia e oa ha meur a savadur bras a voe savet eno e-pad an XIXvet kantved, evel Palez ar Roue (1848), ar Parlament pe Stortinget (1866), ar skol-veur (1811), ar C’hoariva Broadel…. Dre ar bed a-bezh e oa brudet arzourien Christiania evel Henrik Ibsen, Edvard Munch, Knut Hamsun pe Sigrid Undset (Priz Nobel al lennegezh) : un oadvezh aour e voe ar mare-se evit Christiania war an dachenn sevenadurel.

Adkavout a reas kêr hec’h anv kozh, Oslo, e 1925.

E 1952 e voe aozet ar C’hoarioù olimpek goañv en Oslo, ar pezh a roas brud d’ar gêr. E miz Mae 1995 ez eo eno e voe sinet Emglev Oslo etre Israeliz ha Palestiniz.

Sevenadur[kemmañ]

Gevellerezh[kemmañ]

Emglevioù kenlabour zo bet sinet gant ar c'hêrioù ha rannvroioù da heul :[1]

Ur c'hustum c'hozh gant Oslo zo kas ur wezenn Nedeleg bep bloaz da gêrioù Washington, D.C., Londrez, Rotterdam, Antwerpen ha Reykjavík.[1][2]. Oslo a gas abaoe 1947 da Londrez ur spruñs, 20-25 metr e uhelder, a c'hall bezañ 50 da 100 bloaz. Se da lak war-wel e anavez mat dalc'h war sav Breizh-Veur outañ e-pad an Eil Brezel-bed.

Daveoù[kemmañ]


Tud vrudet[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.