Jens Stoltenberg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Jens Stoltenberg e 2009

Jens Stoltenberg (Oslo, 1959) zo un armerzhour hag ur politikour eus Norvegia. Kentañ ministr ar vro-se eo bet etre 2000 ha 2001 hag adarre etre 2005 ha 2013.

Ganet e oa bet d'ar 16 a viz Meurzh 1959 en Oslo, kêr-benn Norvegia. Mab e oa da d-Thorvald Stoltenberg, unan eus politikourien brudet Norvegia, bet ministr meur a wech, ha da g-Karin Heiberg. Studioù war an armerzh en deus bet graet e skol-veur Oslo.

Dilennet e oa bet da gannad evit ar wech kentañ e 1993, evit Strollad al Labour. Ministr e voe meur a wech er bloavezhioù 1990. Kentañ ministr Norvegia e voe etre miz Meurzh 2000 ha miz Here 2001. Penn Strollad al Labour a gemeras e miz Du 2002. Ha kentañ ministr e voe adarre, etre miz Here 2005 ha miz Here 2013. E 2014 eo bet anvet da Sekretour Meur Aozadur Feur-Emglev Norzh-Atlantel.



Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.