Edvard Munch

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Edvard Munch e 1933
Sinadur Munch

Edvard Munch (distaget: [ˈmʉŋk] mounk) (1863-1944) a oa ul livour norvegiat. Ganet e oa bet d'an 12 a viz Kerzu 1863 e Løten e Norvegia, met en Oslo en doa tremenet e vugaleaj.
Breur d'an istorour Peter Andreas Munch e oa.

E-kerzh e vugaleaj e varvas e vamm hag e c'hoar. Ober a reas studioù er skol teknikel a-raok treiñ d'arzoù. Er penn-kentañ e reas taolennoù en doare al livourien realour c'hall gant ar pal livañ e vuhez dezhañ : da skouer, an daolenn "Noz", hag a zo teñval, a livas goude marv e dad.
D'ar mare-mañ e krogas da aozañ e daolenn vrudetañ, Ar c'harmadenn (1893).

Diwezhatoc'h e voe pedet gant klub arzourien Berlin, met berz a voe lakaet war e daolennoù gant an nazied, ar pezh en e lakaas trist ha dinerzhet.

Kalz a levezon en devoe war an arzourien tchek.

E 1902, goude un emgann gant e wreg, e voe gloazet e zorn kleiz gant un boled revolver, hag e 1908, goude touelladurioù ha dinerzhadennoù, e voe kaset da ospital København.

En Ekely e-kichen Oslo e varvas d'an 23 a viz Genver 1944, d'an oad a 80 vloaz.

Pennad kar[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.