Dorn

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Dorn un den
Eskern an dorn hag ar bizied
Eskern an dorn

Organ ar stekiñ hag c'hemer eo an dorn, e penn ar vrec'h, ha liammet outi dre an arzorn. Pemp biz zo ouzh an dorn.

Taolenn

[kemmañ] Stekiñ pe stardañ dorn

Stardañ an dorn a vez graet da saludiñ an dud. Doareoù nevez zo da saludiñ mignoned e-touez ar yaouankizoù, diwar skouer morianed SUA, dre stekiñ dornioù serret. Stekiñ dornioù digor a vez graet ivez da donkañ marc'hadoù.

Pokat d'an dorn a vez graet ivez gant tud zo, e degouezhioù zo.

[kemmañ] Stlakal an daouarn

Stlakal an daouarn a ra an dud pa vezont plijet gant tud o kanañ pe o komz.

[kemmañ] Komz

Gant an dud a zo bouzar, ha gant re all ivez, e vez implijet da gomz pe da zisplegañ traoù ha ne vezont ket displeget dre ar gomz.

[kemmañ] Kartoù

  • Ober an dorn a vez lavaret eus reiñ ar c'hartoù d'ar c'hoarierien e deroù ur c'hoariadenn. Gant piv emañ an dorn a vez goulennet da c'houzout piv zo bet mestr hag a rank c'hoari da gentañ.
  • Pa vez freuz-dorn, er c'hoari-c'hartoù, ne c'hoarier ket an taol, hag e vez adroet ar c'hartoù.

[kemmañ] Liammoù diavaez

Wiktionary-logo-br.png
Sellit ouzh ar ger Dorn er
wikeriadur, ar geriadur frank.
Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all