Knut Hamsun

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Knut Hamsun 1890

Knut Hamsun a oa ur skrivagner norvegek, en deus tapet Priz Nobel al lennegezh. Ganet e oa bet Knut Pedersen, evel ma oa e anv gwir, d’ar 4 a viz Eost 1859, ha marvet e oa d’an 19 a viz C'hwevrer 1952.

Ganet e oa bet Knut Hamsun e Vågå, e-kreiz Norvegia. Goude ur yaouankiz kalet, en em lakaas d’ober a bep seurt micherioù ha kregiñ da skrivañ. Mont a reas d’ar Stadoù Unanet ha da Bariz. Eno e reas anaoudegezh gant tud evel al livour gall Paul Gauguin hag ar skrivagner svedek August Strindberg. Goude beajoù e Finland, Rusia, Iran ha Turkia, en em stalias e Norvegia en-dro, goude 1911. Brud a zeuas dezhañ goude embannadur e romant kentañ, Sult (Naon), e 1890.

E-pad an Eil brezel bed e savas Knut Hamsun a-du gant an Nazied ha gant gouarnamant Vidkun Quisling. E 1946 e voe kaset dirak al lez-varn evit se met lavaret e voe ne oa ket e holl spered gantañ ha ne voe kondaonet nemet d’un dell-gastiz.

Hamsun a voe roet dezhañ Priz Nobel al lennegezh, e 1920. Sellout a reer outañ evel unan eus brasañ romantourien al lennegezh norvegek, ur skrivagner modern e doare William Faulkner pe Franz Kafka. Mervel a reas e-kichen Grimstad e su Norvegia.

E skridoù[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]