William Faulkner

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
William Faulkner

Ur romantour stadunanat eo William Faulkner (Falkner e wir anv), ganet d'an 25 a viz Gwengolo 1897 e New Albany (Mississippi) ha marvet d'ar 6 a viz Gouere 1962 e Byhalia (Mississippi). E dud a oa eus familhoù kozh aet ar stal da fall ganto gant ar Civil War (brezel diabarzh).

Lakaet en deus war wel spered e rannvro, "Su don" ar Stadoù-Unanet hag e berzhioù: ar baourentez, ar ouennouriezh hag ivez an amzer o tiruilhañ war e bouez dindan an heol tomm-skaot. Ur romantour hag ur saver danevelloù difaezus eo bet, hag unan eus ar varrekañ evel ma voe diskouezet pa yeas Priz Nobel al lennegezh gantañ e 1949.

Buhez[kemmañ]

Bugaleaj ha krennoad N'eus ket nemeur a ditour war bugaleaj William Falkner nemet e oa ganet en ur familh tudjentil, an den illurañ ar c'horonal Falkner, brudet evit e roll e Lu ar ar C'hengevedad, lu stadoù ar Su eus SUA o stourm evit ma chom dezho ar gwir da virout ar sklavelezh evit gounit o douaroù.

Emouestlet e oa er Royal Air Force e Toronto (Kanada), met ne c'hellas ket ar Falkner yaouank mont da glask ar gloar er Brezel bed kentañ pa deuas ar peoc'h e 1918. E 1919 e lakaas embann ur barzhoneg "L'après-midi d'un faune" (sic) dindan e anv-pluenn William Faulkner. Eus ar fazi graet gant e embanner kentañ e vije deuet al lizherenn ouzhpennet. E-pad 7 vloaz e skrivas barzhonegoù ha skridoù barnerezh lennegel en ur glask brud e Memphis (Tennessee), an tostañ kêr vras hag ivez en Orleañs Nevez, New York hag e Pariz ivez. E 1929 e timezas gant Estelle Oldham ha mont a rejont da chom da Orleañs-Nevez. E wreg, dizimezet, a oa daou vugel dezhi hag advabañ a reas anezho. Prenañ a reas un ti kaer "ante bellum" (mod tiez ar berc'hennerien vras en amzer ar sklavelezh), Rowan Oak e anv. Goude bezañ savet an 2 romant Gopr ar soudarded (1926) ha Moustiked (1927) e vagas spi da gaout brasoc'h brud diwar an trede, Sartoris. Muioc'h a verzh a c'hounezas diwar Trouz ha fulor e 1929 avat, ha muioc'h c'hoazh gant ar romant berr P'emaon astennet o vervel (1930).

Oberennoù[kemmañ]

  • Soldiers Pay (1926) - Gopr ar soudarded
  • Mosquitoes (1927) - Moustiked
  • Sartoris (1929)
  • The Sound and the Fury (1929) - Trouz ha fulor
  • As I Lay Dying (1930) - P'emaon astennet o vervel
  • Sanctuary (romant) (1931) - Santual
  • These Thirteen. 1931. Kempennet e 1959. Danevelloù.

"Evit ar re, ha gwall stank int, n'o dije ket kalon a-walc'h da gregiñ gant oberenn ar skrivagner, e vo mat stagañ gant al levr-mañ, rak n'eo an danevelloù-mañ nemet romantoù berr gant Faulkner, daoust ma lavar tud zo n'eus nemet danevelloù hiraet eus romantoù Faulkner". New-York Times Book Review, 27 a viz Gwengolo 1931. El levr-se e kaver an danevell brudet "A Rose for Emily", bet lakaet e brezhoneg gant Yann Talbot hag embannet el Liamm.

  • Light in August (1932) - Gouloù en Eost
  • Pylon (1935)
  • Absalom, Absalom! (1936)

E brezhoneg[kemmañ]

  • Ur rozenn evit Emili - Troidigezh gant Yann Talbot (in Al Liamm nn 302/303 Mae-Eost 1997)

Levrlennadur[kemmañ]

(da echuiñ)

Open book 01.png Porched al Lennegezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn al lennegezhioù.