Emgann Waterloo
Eus Wikipedia
| Emgann Waterloo | |||||||
|---|---|---|---|---|---|---|---|
| Tamm eus Brezel ar Seizhvet Kengevread etre an Impalaeriezh C'hall hag ar broioù kengevreet | |||||||
|
Emgann Waterloo gant Robinson |
|||||||
|
|||||||
| Emgannerien | |||||||
| Ar Seizhvet Kengevread: |
|||||||
| Pennoù-brezel | |||||||
| Dug Wellington Gebhard von Blücher |
Napoleon Bonaparte | ||||||
| Niver a emgannerien | |||||||
| Tud lazhet | |||||||
| 3 500 den marv, 11 500 den gloazet | 7 000 den marv, 18 den gloazet | ||||||
Emgann Waterloo a c’hoarvezas d’an 18 a viz Mezheven 1815 e-kichen Waterloo, ur gêriadenn eus Brabant a oa en Impalaeriezh C'hall en amzer-se hag e Belgia bremañ. En em gannañ a reas arme an Impalaeriezh c'hall kentañ, renet gant Napoleon Bonaparte, a-enep un emglev savet etre arme ar Rouantelezh Unanet, renet gant Dug Wellington, hini Prusia, renet gant Gebhard Leberecht von Blücher ha stadoù all kevreet ganto evel Rouantelezh an Izelvroioù, Rouantelezh Hannover, Dugelezh Braunschweig-Lüneburg.
Trec’het e voe arme an Impalaeriezh C'hall ha lakaet e voe fin evel-se da striv Napoleon da zont d’ar galloud en-dro goude bezañ tec’het diouzh enez Elba. Ur wech faezhet Napoleon en Emgann Waterloo, e voe kaset d’an harlu war enez Saint Helena.