Gwenael (sant)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Gwenael, pe Gwenhael, pe sant Gwenael, a oa ur manac'h ha sant eus ar VIvet kantved, hag eil abad abati Landevenneg, war-lerc'h Gwenole e 532.

Ganet e oa en Erge-Vras, ha kavet e vije bet e kêr Gemper gant Gwenole a c'houlennas digant e dud e leuskel da vont da studiañ gantañ.

Adsavet en dije meur a vanati en Iwerzhon, met n'eo anavezet nemet e Breizh-Izel. En e anv emañ iliz An Erge-Vras, evel re Bolazeg, Leskoed-Gwareg ha Tregidel.


Ur mani en dije savet e Kaodan (Lannarstêr hiriv) , ur chapel zo en e anv, hag eno e vije marvet e 590. Kaset e voe e relegoù da g-Corbeil.

Sant-Wenael e Kleger [kemmañ]

Sant-Wenael e Lannarstêr [kemmañ]