Yoran Embanner

Eus Wikipedia

Un ti-embann brezhonek ha gallek eo Yoran Embanner savet e 2001 gant Yoran Delacour e Fouenant pa'z eas kuit eus Coop Breizh. Alan Le Cloarec a erlec'hias outañ e 2022 goude ma'z eas war e leve.

Mont en-dro[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa voe Philippe Delacour, en doa dibabet al lesanv "Yoran Delacour", skarzhet eus renerezh an embann e Coop Breizh e 2002[1] e tivizas kenderc'hel gant en embannerezh war an temoù a blije dezhañ, Breizh hag ar broioù minoraelet. Staliañ a reas sez en e di, e Fouenant hag e lakaas e wreg hag e vab da harpañ anezhañ evit al labour melestradurel. Hag eñ a orin eus Pikardi en doa desket ar brezhoneg.

Geriadurioù godell[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Golo ur geriadur walloneg-galleg / galeg-walloneg

Kregiñ a reas Yoran Embanner gant embann geriadurioùigoù godell (divyezhek ha pep yezh troet en div lodenn) ar yezhoù nebeut anavezet ha n'eus ket kalz a vez embannet erfin. Ur hanterkantad a zo bet embannet. "Chakod" zo ur ger all evit "godell".

Daou seurt geriadurig a vez kinniget.

  • Ar geriadurioùigoù-chakod (pe : geriadurioùigoù) : enderc'hel a reont 8 000-9 500 ger war 480 pajenn ha 4,6 cm x 6,4 cm eo o ment.
  • Ar geriadurioùigoù (en ur godell e c'hellont mont memestra) : enderc'hel a reont 8 000-9 500 ger war 260 pajenn hag 8,5 cm x 12 cm eo o ment.
Evit ar brezhoneg
Evit ar yezhoù minoraelet all (listenn diglok)

Levrioù politikel hag istorel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur reteradur politikel zo bet roet d'ar politikerezh-embann gant Yoran Delacour, hag gwelout a reer e dech da bourvez anaoudegezhioù hag arguzennoù da zifennerien ar pobloù minoraelet. Ur savboent dibar ha n'eo ket hini mistri ar Stad ma 'z int endalc'het zo gant pennoù ar pobloù hep Stad. Meur a levr a zo e ditl Le point de vue de... (Savboent + anv ar bobl).

Levrioù politikel rik a zo ivez diwar-benn ar stourmoù e Breizh (FLB, UDB, ekologourien, geriadur buhezskridoù tud an Emsav...) ha, n'eus ket pell, levrioù diwar-benn damkanioù politikel evit skoriñ an Emsav vrezhon (levrioù Alan Le Cloarec).

Levrioù brezhonek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrioù gallek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Lionel Henry ; Lagadec, Annick. FLB-ARB : l'histoire 1966-2005.
  • Étienne Gasche, Alain Barbetorte. 2006
  • Hendrik Conscience. Le Lion des Flandres.ISBN:978-2-914855-44-3 - Romant
  • Christophe Carichon. Scouts et guides en Bretagne
  • Philippe Bonnet. Deux siècles de bière en Bretagne (Daou gantved a vreserezh e Breizh). 2007.ISBN: [2-916579-08-5–25]
  • Roger Faligot. Les mystères d'Irlande (Kevrinoù Iwerzhon). 2007
  • Jean-Jacques Monnier. Résistance et conscience bretonne 1940-1945, l'hermine contre la croix gammée (Harzherezh hag emskiant brezhon : an erminig a-enep ar groas gamm). 2007
  • Yves Mervin, Arthur et David : Bretons et Juifs sous l'Occupation, Fouenant, Yoran Embanner, 2011.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Dor ar stal
  • Chomlec'h : 71 Hent Mespiolet, 29170 Fouenant.
  • Pgz : 02 98 56 10 11
  • Postel : yoran.embanner@gmail.com

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Yoran Delacour, éditeur et agitateur d'idées, Ouest-France, 25 Mezheven 2019.


Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.