Emglev Libr Europa
| Emglev Libr Europa | |
|---|---|
| Europäische Freie Allianz Alliance libre européenne Alleanza libera europea Alianza libre europea |
|
| Prezidant/ez | Eric Defoort |
| Krouet | 1981 |
| Sez | Boomkwekerijstraat 1, 1000 Brusel, Belgia |
| Ideologiezh | emverouriezh, sokial-demokratelezh |
| Kenvreuriadur etrevroadel | ebet |
| Strollad-parlamant europeat | Ar Re C'hlas Europeat - Emglev Libr Europa |
| Livioù | Glas ha Gris |
| Lec'hienn | www.e-f-a.org |
| See also | Politikerezh an Unvaniezh Europeat |
Emglev Libr Europa (anavezet ivez evel Kevredad Dieub Europa) a zo un emglev etre meur a strollad politikel emrener pe dizalc'hour eus Europa.
E 1981 e voe savet an Emglev gant strolladoù oberiant e meur a rannvro en Europa. E 1989 e voe bodet o c'hannaded e Parlamant Europa en ur bodad unvan. A-raok e oant rannet etre meur a gostezenn. E 1989 e oa bet ar gannaded-se e diabarzh ar strollad Kanevedenn (Rainbow Group) : ennañ e oa tro c'hannad eus Italia (Lega Nord ha Partito Sardo d'Azione), daou eus Spagn (Strollad broadelour euskarat ha Partido Andalucista), unan eus Belgia (Volksunie), unan eus ar Stad C'hall (Unione di u Populu Corsu, unan eus Breizh-Veur (SNP) hag unan eus Iwerzhon (Neil Blaney). A-gevret ganto e oa ivez pevar Danad eus ur strollad enebet ouzh Unaniezh Europa.
Seizh kannad en deus ELE e Parlamant Europa, abaoe dilennadeg Mezheven 2009.
- François Alfonsi, Partitu di a Nazione Corsa, Korsika
- Frieda Brepoels, Nieuw-Vlaamse Alliantie, Flandrez
- Jill Evans, Plaid Cymru, Kembre
- Ian Hudghton, Scottish National Party, Bro-Skos
- Oriol Junqueras, Esquerra Republicana de Catalunya, Katalonia
- Alyn Smith, Scottish National Party, Bro-Skos
- Tatjana Ždanoka, Evit Gwirioù an Dud en Latvia Unanet (Par Cilveka Tiesibam Vienota Latvija), Latvia
Unanet eo ELE gant Ar Re C'hlas e Parlamant Europa da ober ar bodad Ar Re C'hlas-ELE.
Taolenn |
[kemmañ] Izili
[kemmañ] Arvesterien
| Alamagn | Łužyska Alianca / Lausitzer Allianz | Sorabed |
| Danmark | Schleswigsche Partei | alamanegerien Danmark |
| Italia | Movimento per l'Indipendenza della Sicilia | Sikilia |
| Italia | Renouveau Valdôtain | Traoñienn Aosta |
| Latvia | Par cilvēka tiesībām vienotā Latvijā | rusianegerien Latvia |
| Slovakia | Strana Regionov Slovenska | lies-rannvroel |
[kemmañ] Izili kozh
Ar strollad flandrezat Volksunie a oa aet da get e 2001. Ar strollad flandrezat Sociaal-Liberale Partij (Spirit kent) a oa aet da get e miz Kerzu 2009. Al Lega Nord he doa kuitaet an Emglev e 1996. Ar Strollad broadelour euskarat en doa paouezet da vezañ ezel e 2004. An Union Valdôtaine, a oa unan eus diazezerien Emglev Libr Europa, he deus paouezet da gemer perzh en e oberiantizoù. N'eo mui un ezel abaoe 2007. An Union für Südtirol a oa bet diarbennet e 2008 goude ma oa bet disrannet e daou strollad bihan e 2007. An hini brasañ eus ar strolladoù, hag an hini en doa miret an anv, en doa nac'het asantiñ ouzh un diskleriadur a-zivout an islamofobiezh