Partit Socialista de Mallorca Entesa Nacionalista

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ar Partit Socialista de Mallorca Entesa Nacionalista a zo ur strollad politikel sokialour, ekologour ha broadelour a stourm evit emverouriezh an Inizi Balearez e-barzh ur stad katalan sokialour. Dindan an anv Partit Socialista de les Illes e voe krouet e 1976. E 1977 e teuas an anv da vezañ Partit Socialista de Mallorca .

E-pad e bevare kendalc'h e 1978 en em unvanas gant Collectiu Socialista i Nacionalista hag e 1984 e kemmas e anv da Esquerra Nacionalist. Ur wech arall e kemmas anv ar strollad e 1990. Da bPSM-Nacionalistes de Mallorca ez eas neuze.

E 1989 e kevreas gant ar Partit Socialista de Mallorca, ar Partit Socialista de Menorca hag an Entesa Nacionalista Ecologista de Eivissa ha krouiñ a reas ar Federació de l'Esquerra Nacionalista de les Illes Balears (Kevread an tu-kleiz broadelour eus an Inizi Balearez). E 1998 en em unvanas gant un nebeud strolladoù broadelour bihan da furmiñ ar Partit Socialista de Mallorca-Entesa Nacionalista.

Danvez-kannaded en doa kinniget e dilennadegoù 2004 asambles gant ar Re C'hlas eus an Inizi Balearez, Izquierda Unida, hag Esquerra Republicana de Catalunya met ne voent ket dilennet.

Ur statud a sellour en deus e-barzh Emglev Libr Europa

Liammoù diavaez[kemmañ]