Strollad broadelour euskarat
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Patrom:Infobox strollad politikel euskarat
Ar Strollad Broadelour Euskarat (e kastilhaneg : Partido Nacionalista Vasco (PNV) ; en euskareg : Euzko Alderdi Jeltzalea (EAJ)) a zo ur strollad politikel. Ezel eo eus ar c’hevredad Rannvroioù ha pobloù kengred, difenn a ra kevreadelezh, dengarouriezh ha broadelouriezh demokratel euskarat. Anavet eo e Bro-Spagn edan lizherennoù EAJ-PNV. Renet en deus Kumuniezh emren Euskadi adalek 1980 betek 2009.
Taolenn |
[kemmañ] Ideologiezh
Savet eo bet e 1895 e Bizkaia gant Sabino Arana Goiri. Krouet eo bet gantañ ivez, banniel Euskadi, an Ikurriña, an anv Euzkadi ha kalz anvioù-bihan euskarat a vez implijet bremañ. Jose Antonio Aguirre, kentañ prezidant(Lehendakari) ur gouarnamant euskarat emren, en doa stourmet a-enep d’ar frankism, ha displeget tu sokial ar strollad, a zo deuet da vezañ gant se ur strollad eus tu ar c’hreiz. Euzko Alderdi Jeltzalea a lak war-wel ar ger-stur istorel : strollad euskarat evit Doue hag al lezenn hengounel. Emañ ar strollad e seizh proviñsoù istorel Euskadi. Disklêriañ a ra ar strollad digredenn-mañ, digor da araokadurioù ar sevenadurezh, ur gweladur dengarour, ganet diwar ec’h istor politikel. Strollad pennañ kumuniezh emren Euskadi eo, adalek distro an demokratelezh e Bro-Spagn, e 1980. Iñigo Urkullu a zo kadoriad ar burev seveniñ broadel, an EBB, Euzkadi Buru Batzar, a zo Bilbao e sez. Diazezet eo ar Strollad Broadelour Euskarat war kevreadelezh hengounel pobl Euskadi. Goulenn a ra ar strollad savidigezh un Unaniezh Europa kevreadel, kontrol da Europa ar stadoù a-vremañ. An Euzko Gaztedi Indarra pe Euzko Gaztedi (e brezhoneg, Yaouankiz Euskadi) a zo rann re yaouank ar strollad.
[kemmañ] EAJ/PNV er-maez eus Euskadi Bro-Spagn
E Norzh Euskadi e vez anvet ar strollad EAJ-PNB. Oberiant eo war an dachenn bolitikel adalek 1996. Krouet en deus ar Strollad Demokratel Europat gant an UDF, MoDem e Bro-C’hall, l’Ulivo ha la Margherita eus Romano Prodi en Italia. Burevioù a zo ivez gant ar strollad e lec’hioù ma vez minorelezhioù euskarat o vevañ : Venezuela, Arc’hantina, Mec’hiko, Uruguay, Chile hag ar Stadoù Unanet.
[kemmañ] Kadoridi EAJ/PNV adalek 1895
Notenn: Krouet e voe Kuzul Broadel ar Strollad Broadelour Euskarat (Euzkadi Buru Batzar) e 1911. Abalamour da se e voe Sabino Arana Goiri hag Ángel Zabala kadoridi Kuzul Rannvro Bizkaia (Bizkai Buru Batzar) « nemetken ».
- 1895-1903 Sabino Arana
- 1903-1906 Ángel Zabala Ozamiz
- 1906-1908 Kannadur gant Santiago Alda, Alipio Larrauri, Antonio Arroyo, Vicente Larrinaga hag Eduardo Arriaga.
- 1911?-1916 Luis de Arana y Goiri
- 1916-1920 Ramón Bikuña
- 1920-1930 Ignacio Rotaeche (Comunión Nacionalista Vasca)
- 1922-1930 Luis de Arana y Goiri (Aberri)
- 1930 Ceferino de Jemein (Aberri)
- 1931-1932 Ramón Bikuña
- 1932-1933 Luis de Arana y Goiri
- 1933-1934 Jesús Doxandabaratz
- 1934-1935 Isaac López Mendizábal
- 1935-1951 Doroteo Ciáurriz
- 1951-1953 Juan Ajuriaguerra
- 1957-1962 José Aguerre
- 1975-1977 Ignacio Unceta
- 1977-1980 Carlos Garaikoetxea
- 1980-1984 Xabier Arzalluz
- 1984-1985 Román Sudupe
- 1985-1986 Jesús Insausti
- 1986-2004 Xabier Arzalluz
- 2004-2007 Josu Jon Imaz
- 2007- Iñigo Urkullu